Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Hollad ar skiantoù a studi, dre boellata ha dezren, perzhioù kealioù dihervez evel an niveroù, ar furmoù mentoniel, an ec'honadoù, h.a. ha neuze meizañ al liammoù zo etrezo. Ur c'helenner jedoniezh. Ur studier war ar jedoniezh. 2. A-wechoù Pleustr oberiadurioù an niveroniezh.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Estreget klasoù latin-gregach e oa er Golaj ; bez' e oa ivez ur gevrenn evit an deskadurezh « modern », ne veze kelennet enni nemet war ar galleg hag ar jedoniezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p34

Geo, hag un azen kornek evit pezh a sell ouzh ar jedoniezh.

1954
Daveenn : VAZA p.37 (notenn 2)

Ne veze tamallet din nemet daou draig hepken : da gentañ, bezañ, hervez ma krede d'ar gelennerien, re glouar ouzh ar jedoniezh, met daoust din poanial warno, mentoniezh, lizherjedoniezh, tric'hornventouriezh, ne oan ket evit ar seurt gastaj : ha d'an eil, re glakenn e oan ivez, war a gleven digant an holl.

1954
Daveenn : VAZA p.61

Ne gredan ket e vije bet meur a dra da damall d’am fennad-skrid ; d’am c’hontoù ’vat ha d’am jedoniezh ne lavaran ket.

1954
Daveenn : VAZA p.79

Siwazh, ranket am boa ober va c’hañv war ar [c'h]ensonerezh, ur gevrenn a denne kalz re d’ar jedoniezh ; tanav a-walc’h e oa va skouarn hag en em zibab a raen gant va benveg, an trombonne, met arabat e oa din strivañ da bignal uheloc’h : Ne, sutor, ultra crepidam ! e lavared e Rom, hag e Priel : kaer az po c’hoari, gant ur sparfell biken ne ri ur goulm ! ha sed aze daou stumm disheñvel da zisklêriañ an hevelep gwirionez.

1954
Daveenn : VAZA p.127

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial