Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. loened zo) Rann diaraok ar penn a valir dioutañ. Joskenn un azen. & Dre gunuj. (db. an dud) Penn joskenn ! DHS. min, moj. 2. Pemdez (db. an dud) Jod. [1954] Bez’ e oa en e benn daoulagad war-nes divarc’hañ, ken dilufr ha re ur soueenn o paouez bezañ lemet eus an dour, ha souchet e oa e fri taltous etre div joskenn velen-koar ken tev ha ma vijent bet koeñvet [...]. & Trl. En em gannañ a daolioù joskenn : pokat an eil d'egile. & Dre fent. Pardon ar joskennoù : deiz kentañ ar bloaz. 3. KEGIN. Meuz aozet a-ziwar penn un hoc'h. Ar joskennoù a voe debret da-heul. [1954] [...] rak degas a rae din boutailhadoù dour-jistr, gwin gwenn, (« evit ma kreski buan ! » emezi), amann, vioù, krampouezh, frouezh, triakl, kig-sall pe joskenn. & Un tamm joskenn.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

joskenn

1931
Daveenn : VALL pg bajoue (de cochon)

Ur wech er sizhun d’an nebeutañ, e teue Soaz Sapeur da bokat d’he mab bihan, ha sammet evel ul loen e veze bep tro an hini gozh, rak degas a rae din boutailhadoù dour-jistr, gwin gwenn, (« evit ma kreski buan ! » emezi), amann, vioù, krampouezh, frouezh, triakl, kig-sall pe joskenn.

1954
Daveenn : VAZA p.51

joskenn

1954
Daveenn : VAZA p.192 geriou tregeriat rik, moj (e galleg, "hure").

Bez’ e oa en e benn daoulagad war-nes divarc’hañ, ken dilufr ha re ur soueenn o paouez bezañ lemet eus an dour, ha souchet e oa e fri taltouz [taltous] etre div joskenn velen-koar ken tev ha ma vijent bet koeñvet ; dont a raen da grediñ n’eo ket ar c’hwezhenn, met takennoù druzoni a zivere diouto.

1954
Daveenn : VAZA p.131

Dre eurvad e oa e penn ar sal un doare lec’hpred [lec’h-pred] gant bitailh a bep seurt, rak aotre hor beze evelkent da zebriñ ha d’evañ pep hini diouzh e c’hoant : gwestell, pastezioù, keuz, ponsined, vioù, joskenn ha kilhevardon all, sturjed ar stêr Volga, ha kaviar sof-kont ha marc’hadmat [marc’had-mat] a-walc’h, kaviar ruz, melen, louet ha du, ar saourusañ hini diouzh klevout ar re lipous (1).

1955
Daveenn : VBRU p.34

Ofis publik ar brezhoneg