Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Anv paotr 2. RELIJ. (er relijion gristen) Tad Jezuz. 3. Lodenn eus un estlammadell.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

Jozeb

1499
Daveenn : LVBCA p105 (propre nom d-homme)

Absalom mab d'ar roue David en devoa ur pennad kaer a vlev melen, ker fournis ma poueze pemp livr ; petra bennak, hervez Jozep an istorian, ma en troc'he bep eizh miz

1732
Daveenn : GReg pg (Absalom avoit une belle) chevelure (blonde qui pesoit 100. Sicles, qui font selon Genebrard, le poids de cinq livres)qui

diskouezidigezh an aelez d'ar batriarched añsien, d'an Itron-Varia, d'an aotrou sant Jozeb

1732
Daveenn : GReg pg apparition

Amañ e lezfomp an Ao. Jozef Holvek, ar pelerin a zo bet klañv war al lestr ha nan eo ket c'hoazh yac'haet.

1903
Daveenn : MBJJ p93

— Jezuz ! Mari ! Jozep ! eme mamm ar Paotr-Ruz. Darbet eo bet dezhi semplañ pa he deus bet gwelet he faotr.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1124 (Miz Du 1924).

— Debriñ gedon an Aotrou !… Mari Jozef !… gedon an aotrou, an aotrou kont ! Bleiz Tremedern ! Bleiz ar Jaou… Ha kredout !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.977 (Even 1924)

KUZUL-MERAÑ AN DEPARTAMANT [Mor-Bihan]. — Setu amañ anvioù an dud a vo er c'huzul-se ; An Ao.Ao. : Yann Camenen, kuzulier-meur ; Loeïz Guillois, maer Ploermael, kuzulier-meur ; Firmin Tristan, kannad, prezidant ar C'huzul-Meur ; Marsel Guihot, prezidant kambr-goñvers ar Mor-Bihan ; Herri Herr, prezidant Kef ar Goproù-Tiegezh ; Huber Jegourel, pennmedisin ospital Pondi ; Loeïz Le Laennec, prezidant Unvaniezh sindikajoù al labourerien-douar ; Jozef Le Rouzic, maer Karnag ; Jozef Lucas, pesketaer.

1941
Daveenn : ARVR niv. 7/3a

Ma breur-mager a veze graet Jozeb anezhañ ; bet omp savet asambles, ha dalc'het darempred an eil gant egile ; Jozeb a zo bremañ keginer en un ostaleri e Pariz.

1944
Daveenn : EURW.1 p7

Pelloc’hik, Jozeb Ollivier, eu[s] Benac’h, studier war an denterezh ; ha Leon an Ozac’h, eur [sic] Bourvriag, iskelenner e kolaj Montroulez, holl soudarded bloaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.192

Ma amezeg a veze graet Jozeb de Lauwer anezhañ, genidik a Bariz, engouestlet da 18 vloaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.193

Ar paourkaezh komis bihan, Jozeb a oa e anv-badeziant, dre forzh servijañ gwerennadoù "pernod" ha "picon" d'ar c'helc'hidi, a hardizhas ur wech bennak da dañva, dre guzh, ul lipadenn, div lipadenn, teir lipadenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.163-164

Koulskoude, pa zeuas an aotrou Vallée da zigeriñ ar c'hlas kentañ brezhonek a zo bet graet biskoazh en hor bro a Vreizh, — en ur sal skol, e-pad an ehan-labour —, e oamp nav war ar bankoù : Emil Abéré a Blougastell-Daoulas ; Loeiz Ar Borgn, a Vrest ; Loeiz Coniac, a Landerne ; Loeiz Gautier, a Sant-Brieg ; Jozeb Guyot, a Sant-Brieg ; Frañsez Jafrenoù, a Garnoed ; Jul Olivier-Henry, a Sant-Brieg ; Frañsez Le Page, a Sant-Brieg ; Olier Sagory, a Sant-Brieg ; hag Olier Vallée, a Sant-Brieg.

1944
Daveenn : EURW.1 p58-59

Ma mamm a fellas dezhi e vije lakaet Jozeb ouzhpenn, en enor da bried Mari he doa devosion dezhañ ; ma zad a gavas ivez un hekleo eus e anv badeziant peogwir ma zrivet anv-bihan a zo Klaoda, ha dreist an tri, hini ar Werc'hez Vari, 'vel ma oa ar c'hiz neuze da envel ar baotred : Frañsoù-Mari, Jañ-Mari, Louis-Mari, Pêr-Mari.

1944
Daveenn : EURW.1 p6-7

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial