Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Beg-douar bras. 2. (db. an traezoù hirik) Penn. Kaboù ar freilhoù a oa preñvedet. & Trl. Lakaat udb. war e gab : lakaat udb. a-sonn gant e benn moanañ stok ouzh al leur. & Dre skeud. (db. ar chas hag ar c'hizhier) Bezañ war gab e revr : bezañ stok e benn a-dreñv ouzh an douar. 3. (db. an ardamezioù hirik) Lodenn zo e nec'h ar skoed.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

Kab Sizun

1732
Daveenn : GReg pg (le) cap (sizun, ou la pointe du Rat)

tremen ar c'hab

1732
Daveenn : GReg pg (doubler le) cap

tremenet ar c'hab

1732
Daveenn : GReg pg (doubler le) cap

mont a gab da gab

1732
Daveenn : GReg pg caboter (aller de cap en cap)

ar gourserien ne reont nemet monet a borzh da borzh, pe, a gab da gab

1732
Daveenn : GReg pg (les vaisseaux qui croissent ne font que) caboter

kab Esperañs-Vat

1732
Daveenn : GReg pg (le) cap (de bonne esperance)

kab

1732
Daveenn : GReg pg cap (promontoire)

kaboù

1732
Daveenn : GReg pg cap (promontoire)

Kab Sant Visant

1732
Daveenn : GReg pg (le) cap (de Saint Vincent)

kab fin an douar

1732
Daveenn : GReg pg (le) Cap (de fin de terre)

kab

1850
Daveenn : GON.II pg kab (Tête. Bout. Extrémité).

kab

1931
Daveenn : VALL pg bout

war gab e revr

1931
Daveenn : VALL pg assis

Ne'm eus ket soñj en dije kaset ac'hanomp biskoazh d'an Akrópole pe da dempl Poseidón, da skouer, e kab Sounion.

2015
Daveenn : EHPEA p209

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II ne vez ket graet ken gant ar ger-mañ nemet e gerioù krevrennek hag e deveradoù eus "kab".

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial