Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
11
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Den a gemer perzh en un emgann, en emgannoù. Gwellañ kadourien ar vro.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

Mab ar c'hadour a lavare

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kadour (Le fils du guerrier disait).

kadour

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kadour (Combattant, guerrier, soldat).

kadourien

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kadour (Combattant, guerrier, soldat. Pl.)

An danevelloù-mañ diwar-benn ganedigezh hag oad kentañ pobl ar Gelted a zo bet skrivet gwechall gant Segobranos, mab Segomaros, kadour brudet eus broad al Lingoned.

1923
Daveenn : SKET p.9

Hag ec’h eilgerias ar gov : « N’hellan nac’h netra ouzh an den-meur brudet ma pleg pep tra dirazañ, ar c’hadour doujet ma sav ha ma tav outañ an doueed zoken.

1923
Daveenn : SKET p.36

penn-kadour, penngadour

1923
Daveenn : SKET p.188, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Chef militaire".

kadour pennañ

1923
Daveenn : SKET p.187, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Principal champion".

A-walc’h, eta, e vo ganen menegiñ ar roueed-veur hag ar gadourien bennañ, da lavarout eo ar re m’o deus an taolioù-kaer anezho talvezet d’ar Ouenn a-bezh.

1923
Daveenn : SKET p.141

kadour

1923
Daveenn : SKET p.160, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Guerrier, champion".

Barnour-meur ar Bagadoù sakr, Pulluc’her ar fallakred, Kadour dihun atav, o varc’hegezh War an harzoù, tok-houarnet e benn, Gwarezour ar maouezed hag ar buoc’hed, Hennezh e vezo an ostiziad a zeu hiziv !

1924
Daveenn : SKET.II p.11

Absulio hen isofiser, medalennet-gadour, kroaz a vrezel

1929
Daveenn : SVBV p3

D'an daoulamm-ruz war gein e jav, / Ur c'hadour yaouank, balc'h ha mav, / Harneziet-dreist ha gwisket-kran, / E armou lintrus 'vel an tan !

1960
Daveenn : PETO p55

Ur vojenn, pe ur gredenn, a lakae ar Vrezhoned da vezañ diskennidi ur Brutus bennak, hennezh bet aet kuit eus Troia pa oa bet aloubet ar gêr-se gant kadourien Agamemnon.

2016
Daveenn : ILIAS p. 9

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial