1. Stroll follennoù paper prl. gwriet pe skrafennet, lakaet en ur golo, a skriver gant an dorn warno.
Kaier brouilhed : graet evit arnodiñ.
Kaier deverioù : deiziataer ma verker al labour skol a vez d'ober evit an deiz-mañ-deiz.
2. Moull.
Hollad pajennoù, pleget ha troc'het hervez an urzh zo dleet, graet gant ur follenn.
Dek kaier c'hwezek pajenn zo aet d'ober al levr-mañ.
Eno en doa pep hini e blas, gant un diretenn da glenkañ kaieroù ha levrioù.
Eno en doa pephini e blas, gant eun diretenn da glenka kaierou ha levriou.
1944
Daveenn :
EURW.1
p33
Mes ar vrud a redas betek divskouarn « Juluen » e skriven dre guzh rimadennoù difennet ; pa voe serret ar studi e voe graet ur furch em boest, hag e voe kavet ur c'haier warnañ bep seurt istoriou mat ha fall, lod e galleg[,] lod e brezoneg.
Mes ar vrud a redas betek diouskouarn « Juluen » e skriven dre guz rimadennou difennet ; pa voe serret ar Studi, e voe graet eur furch em boest, hag e voe kavet eur c'haier warnañ bep seurt istoriou mat ha fall, lod e galleg lod e brezoneg.
1944
Daveenn :
EURW.1
p42
Goude-se e veze skrivet war ur c'haier tev a-ratozh : ur wech pe ziv am eus bet an enor da welout ma dever eilskrivet war ar c'haier a enor.
Goude-se e veze skrivet war eur c'haier teo a ratoz : eur wech pe ziou am eus bet an enor da welout ma dever eilskrivet war ar c'haier a enor.