Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
4
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
20
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. RELIJ. Lestr aour a vez implijet gant ar beleg da lakaat ar gwin a vo kensakret e-pad an oferenn. Sichenn ar c'halir. & Dre let. Kalir an dismegañsoù : tra displijus da c'houzañv. 2. Dre ast., PEMDEZ Gwerenn sichenn. 3. LOUZAWOUR. Hollad ar sepalennoù.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

platen ar c'haleir

1499
Daveenn : LVBCA p22, 106, 165 (plataine de calice)

galeir

1499
Daveenn : LVBCA p106 (calice)

Goude m'en deveus koñsakret ar beleg, ar pezh zo en ostiv hag-eñ zo bara ? Na gwin ar pezh zo er c'halizr ?

1622
Daveenn : Do. p44

D. Me a gred, goude ma'z eo pronoñset gant ar beleg ar c'homzoù koñsekratif, emañ enno korf hor Salver binniget, ken en ostiv, ken er c'halizr.

1622
Daveenn : Do. p44

Ha pan c'horroer ar c'halizr, petra a livirit-hu ?

1622
Daveenn : Do. p52

kalizr

1659
Daveenn : LDJM.1 pg calice

M. Goude ma en deus koñsakret ar beleg, ar pezh zo en ostiv, hag-eñ zo bara, na gwin ar pezh so er c'halizr ? D. Salokras, rak e vertuz ar c'homzoù sakr pere a bronoñs ar beleg ez eo cheñchet ar bara e korf hon Salver binniget, hag ar gwin en e wad prizius, hag an dra-mañ a reer en oferenn.

1677
Daveenn : Do. p45

D. Me gred pa vez pronoñset gant ar beleg ar c'homzoù koñsekratiñ, emañ enno korf hon Salver binniget Jezuz Krist ken en ostiv, ken er c'halizr.

1677
Daveenn : Do. p45

kalizr kizellet hag alaouret

1732
Daveenn : GReg pg calice (ciselé & doré)

kalizr

1732
Daveenn : GReg pg calice

kalizroù

1732
Daveenn : GReg pg calice

kaler

1732
Daveenn : GReg pg calice

kaleroù

1732
Daveenn : GReg pg calice

kaleroù

1732
Daveenn : GReg pg calice

ret a vezo evañ ar c'halizr

1732
Daveenn : GReg pg (il faudra boire le) calice

ur c'halizr kizellet

1732
Daveenn : GReg pg ciseler (un calice ciselé)

boestl ar c'halizr, boestl ar groaz arc'hant

1732
Daveenn : GReg pg étui (du calice, de la croix d'argent)

Kaout a reas div gazul dislivet, ur gamz intret hag ur c’halur houarn hanter diarc’hantet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.231

Kas a raent ganto, pa o c’havent, ar c’halurioù hag an holl draoù sakr a yoa en aour pe en arc’hant.

1877
Daveenn : EKG.I. p.30

War-dro unnek eur e voe gwelet o vont war-zu leandi Sant-A[l]bin, Job Karo, ur bec’h kolo gantañ ouc’h e gein, hag un den all, gwisket eveltañ, an tad manac’h ur bisac’h gantañ war e skoaz, un dorzh vara en ur penn hag ur c’halur da oferennañ er penn all.

1877
Daveenn : EKG.I. p.52-53

E Kemper, un den anvet Dagorn, unan eus ar pennoù kentañ a gase an traoù en-dro en tu-se eus ar vro, a gerc’haz kalirioù an iliz katedral, hag, evit ober goap eus ar relijion hag eus sakramañchoù hor mamm santel an Iliz, e saotras anezho en ur c’hiz ken hudur ma ne c’heller ket her lavaret dirak tud hag a zalc’h d’o brud vad.

1877
Daveenn : EKG.I. p.155

kalur

1909
Daveenn : BROU p. 210 (désigne aussi les verres à pied)

Notennoù studi

Diskouez a ra ar ger-mañ un emdroadur klasel kalizr > kaleir > kalir/kaler.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial