Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Pa gantree Kassignatos, gant e genvrezelidi, du-hont e bro ar C’hreisteiz ha war zouar-meur ar Sav-heol, pe manet e vijent a-sav e-kreiz al liorzhoù o c’hourizañ kêrioù poblet-ec’hon an darn-se eus ar bed, pe e vijent war ar maezioù ma kresk ar gwez fiez hag al lore, war hentoù poultrennek an Azi pe war wrimenn gouelec’hioù dizour ha dic’hlasvez bro Sour (1), ma voulc’he hini pe hini ac’hanomp, paotr pe blac’h, un danevelladenn pe ma kroge gant ur ganadenn diwar-benn amzerioù kentañ Manos ha Bena, e lavarjec’h, va den mat, ez oa kerkent evel p’he dije c’houezhet un aezhenn distanus, o tont aleman, war hor c’halonoù, hag int ker kras hag hon dilhadoù, hor c’hlavioù brezel, ha sternadoù hor c’hezeg.

1923
Daveenn : SKET p.40-41

Pa veze en em gavet Lugus ha Belisama nes a-walc’h d’an dud, neuze e strinke an delennadenn hag ar ganadenn a zonedigezh-vat ; ar renerien hag an henaourien a yae war-arbenn hag a ginnige d’ar re nevez-deut mel, laezh ha bara.

1923
Daveenn : SKET p.61

"kanadenn" gg.

1923
Daveenn : SKET p.160, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » " (un) chant (exécuté)".

kregiñ gant ur ganadenn, stagañ gant —, boulc’hañ ur —,

1923
Daveenn : SKET p.166, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Commencer à exécuter un chant".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial