Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Obererezh kanañ. Kontadennoù, c'hoarzh ha kaniri. Jabadao ha kaniri. Kaniri al laboused. & AR GANIRI : ar c'hanaouennoù. Un dudi e oa ar prezegennoù, ar ganiri, ar pezhioù-c'hoari. Echu e oa ar ganiri. HS. kanadeg, kanerezh.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Ha neuze, diwar-greiz ar sioulder, mouezhioù ar baotred hag ar merc’hed yaouank unanet, heuliet gant kaniri ar vombard hag hini ar binioù, a savas : Son Janedig.

1925
Daveenn : BILZ2 p.160

E anv [titl al levr] a oa Bombard Kerne, Jabadao ha Kaniri.

1944
Daveenn : EURW.1 p42

D'an abardaez-noz, e c'hoariva Montroulez, leun-kouch, e voe un dalc'h kaniri ha soniri, gant skoazell Teodor Botrel hag e wreg.

1944
Daveenn : EURW.1 p69

Kaniri a veze ivez (korioù) ken er c'hoariva, ken en oferennoù Sul hag er saludoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p52

[...] ha kanerien Ti Kaniri Breizh bodet en-dro da Erwan Berthou, ha studierien breton Roazhon, bodet en-dro din, ha ma diskibl yaouankañ sant-briegat Jul Haag…

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

« Gant kaniri, gourenadegoù, « c’hoarioù breton ». Barrek oc’h war se ? » -«Me ‘esaio.»

1944
Daveenn : EURW.1 p.202

Er-maez, koulskoude, kantadoù ar beufideg [sic « a veufideg »], ar pennglaouiged [sic « a bennglaouiged »], ar mouilc’hi-argant [sic « a vouilc’hi-argant »] hag ar filiped [sic « a filiped »] bliv, bodet holl el liorzh, al lec’h nemetañ gant gwez, a-hed levioù ha levioù tro-dro, a oa d’o heul kaniri ha cholori, ur vouzarenn dudius.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Goude, e voe Ti Kaniri Breizh gant ar varzhed nevez.

1949
Daveenn : SIZH

Ha bremaik, koulskoude ' tarzho, / Gant e baotred, ur ganiri / ' Glevor eus ar sakritiri, : Ken fraezh ha 'kreiz un argadenn / Tra ma treuzint ar vourc'hadenn.

1960
Daveenn : PETO p70

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial