Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Hegarat. Karadek-bras eo en hor c'heñver. Tud karadek evel o bro. HS. karantezus. ES. digar.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

karadek

1850
Daveenn : GON.II pg karadek (Aimable, qui est digne d'être aimé. Aimant, qui a le cœur tendre et porté à aimer. Affectionné. Amoureux), karuz

Karadek-bras eo en hon c'heñver.

1850
Daveenn : GON.II pg karadek (Il est bien affectionné pour nous).

karadek

1850
Daveenn : GON.II pg karadek (Aimable, qui est digne d'être aimé. Aimant, qui a le cœur tendre et porté à aimer. Affectionné. Amoureux. En Haut-Léon).

Hag int kaer-kenañ, ha yaouank ha karadek o-daou !

1923
Daveenn : SKET p.41

karadek

1924
Daveenn : SKET.II p.119 « Geriadurig », "aimable, affable".

karadek

1931
Daveenn : VALL pg aimable

An degemer-mañ a voe karadek, ha kuit a arouezioù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.116

Karadek-tre e voe em c'heñver, rak an aotrou Vallée en doa skrivet ur gerig dezhañ diwar ma fenn ; ma notenn c'hregaj a savas da 19... a-drugarez Doue, rak an hini jedouriezh a voe izel-mezhus.

1944
Daveenn : EURW.1 p62

Gant ur vouezh kuñv ha karadek, ar pennrener a lavaras trugarez dimp.

1944
Daveenn : EURW.1 p.201

Me a oa e kompagnunezh tri beleg karadek-meurbet : an aotrou Huerou-Kerizel, person Plounerin, an aotrou Kozaned, kure Karnoed hag an aotrou Bournot, kure Mael-Karaez.

1944
Daveenn : EURW.1 p65

Roit pardon d'ho lazherien, / Heuilhit skouer ar gaezh verzherien / ' Gemer perzh e gloazioù Jezuz, / 'Vit ma vleunio kaer, un devezh, / Peoc'h karadek c'hoazh a-nevez / En hon traoñienn ken enkrezus.

1960
Daveenn : PETO p82-83

Ur gentleman karadek e oa, yac'h ha kreñv, feul, livrin e zremm, gant ur greouichenn blev fuilh gwennaet a-raok an oad ; bouilh ha nerzhek e oa e zoareoù.

2012
Daveenn : DJHMH p20

Peogwir ez eo heñvel ouzh he mamm. Kuñv, karadek, atav o vousc'hoarzin.

2015
Daveenn : EHPEA p76

Notennoù studi

Ouzhpennet e oa bet gant Kervarker e GON.II e veze lavaret "karadok" e Gorre-Leon.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial