1. Den a iliz zo dezhañ ul lec'h uhel en urzhaz an Iliz katolik, dezhañ ar garg da zilenn ar Pab, d'e aliañ.
Tog ruz erienet-ledan ar gardinaled.
2. (db. ar pesked)
Kardinal(-ruz) : anv a lakaer war ar c'horned-ruz a vent vras.
Grasian manac'h eus a urzh Sant Benead en deveus destumet asambles ar gwir eus an Iliz, Tribonian gwiraour en deus destumet ar gwir Roman, hag ar C'hardinal Baronius an Istor eus an Iliz
Gracian manac'h eus a urz Sant Benead èn deveus déstumet açzamblès ar güir eus an Ilis, Tribonyan güiraour èn deus déstumet ar güir Roman, hac ar C'hardinal Baronius an Histor vès an Ilis
1732
Daveenn :
GReg
pg (Gratian a) compilé (le Droit Canon, Tribonien le Droit Romain, Baronius l'Historie Ecclesiastique)
chabistr ar Gardinaled evit choaz ur pab
jabistr ar Gardinaled evit choas ur pap
1732
Daveenn :
GReg
pg conclave (assemblée des Cardinaux, & le lieu où ils s'assemblent pour l'élection d'un Pape)
Ar Pab en deveus kemeret aviz ar Gardinaled
Ar Pap èn deveus qemeret avis ar Gardinaled
1732
Daveenn :
GReg
pg (le Pape a tenu) consistoire
ar c'hardinal dater
ar c'hardinal dattèr
1732
Daveenn :
GReg
pg (le Cardinal) dattaire
Ur Manac'h a guita ar frok, a zeu da zifrokañ, pa er graer Eskob, pe Gardinal.
Ur Manac'h a guyta ar frocq, a zeu da zifrocqa, pa èr grear Escop, pe Gardinal.
1732
Daveenn :
GReg
pg (un Moine fait Evêque, ou Cardinal, se) défroque