1. Plant, o anv spesad Daucus carota, a c'hounezer evit o gwrizioù hir ha tev, melen-ruz o liv, a implijer da legumaj.
Hadañ karotez. Rouesaat karotez.
&
Karotez gwenn : gouennad karotez, gwenn o gwrizioù, a vouetaer ar chatal, al lapined ganto.
&
Karotez gouez, karotez-moc'h : seurtadoù gouez eus ar plant-se a gresk war ar c'hleuzioù, en tachennoù fraost, h.a.
2. Ent strizh
Gwrizioù ar plant-se end-eeun a implijer er c'heginerezh.
Preñvedet eo da garotez. Soubenn avaloù-douar ha karotez.
3. Trl. skeud.
Kontañ, tennañ karotez da ub. : lavaret gevier dezhañ.
&
Hadañ* karotez.
Pebezh arvest ! Hijet ar wezenn ber, mac’het an douar tro-war-dro, flastret ar c’harotez, an ognon, ar pour, an irvin, kuntuilhet ha dideliet ar c’hasi, ar c’hastrilhez hag ar spezard.
Pebez arvest ! Hijet ar ween ber, mac’het an douar tro-war-dro, flastret ar c’harotez, an ognon, ar pour, an irvin, kuntuilhet ha dideliet ar c’hassi, ar c’hastrilhez hag ar spezard.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)