Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Boest vras prenn, metal pe blastik a dalvez da renkañ, da dreuzdougen traoù. Lakaat sivi e kasedoù. 2. Dre skeud., pemdez Kof. Pakañ plom en e gased. & Trl. pemdez Rouzañ e gased da ub. : ober goap anezhañ.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

kased

1499
Daveenn : LVBCA p110 (casse)

kased

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cassette

kased

1732
Daveenn : GReg pg bourrique (machine de couvreur pour mettre leurs ardoises sur le toit), cassette

ur c'hased

1732
Daveenn : GReg pg bourrique (machine de couvreur pour mettre leurs ardoises sur le toit)

kasedoù

1732
Daveenn : GReg pg bourrique (machine de couvreur pour mettre leurs ardoises sur le toit), cassette

kased

1931
Daveenn : VALL pg boîte, bourrique (de couvreur)

Hag ar beorien ’ta !... a bep tu d’an hent, war bennoù o daoulin, pe harpet ouzh ar c’hleuzioù, bez’ e veze regennadoù klaskerien[-]vara, paotred ha merc’hed, kozh ha yaouank, dall, moñs, pe vac’hagnet, darn war flac’hioù, darn-all [darn all] hep gar ebet ha kluchet en ur c’hased izel war rojoù, hemañ oc’h eoniñ,[]skoet gant an droug-sant, henhont gant trouskennoù ha goulioù spontus, un heug hag ur rukun sellout outo !

1954
Daveenn : VAZA p.54

Degouezhet en Aod an Olifant e devezhioù kentañ miz kerzu 1946, ne erruas ganin kaout ar c'hasedoù am boa lakaet en hent a-raok kuitaat Pariz, nemet war-dro bloaz goude ; ha buan a-walc'h e vijen deuet en-dro a-raok n'am bije bet anezho !

1985
Daveenn : DGBD p22

Sellout a reas en-dro dezhañ, hag ur santad displijus hag iskis en devoe pa dreuzas ar c'helc'hva a oa bet leun a studierion drant un deiz, hag a oa bremañ ul lec'h kañvaouus ma rene an tav ; goloet e oa an taolioù gant dafar kimiezh, strewet e oa war al leur kasedoù ha plouz d'ober pakadoù, hag ur gouloù gwan a gouezhe dre ar volz vrumennek.

2012
Daveenn : DJHMH p43

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial