I.
H.g.
1. MEZEG.
Tanijenn ar glaourgennoù hag a laka ar gwagrennoù tostañ da deuler dourennoù, glaour dreist muzul.
Ul louzoù dreist evit ar c'hatar er skevent : ar waskenn.
&
Louzaouenn ar c'hatar : iliavenn-zouar.
DHS. sifern.
2. PEMDEZ.
Kleñved degaset gant an diskarg direizh eus un dourenn gorf en ul lodenn eus ar c'horf.
Katar zo ennañ. Sempl eo aet gant ar c'hatar.
&
Katar-remm : remm.
DHS. gouzougad, jotorell, pennsac'h.
3. Dre ast.
Follentez, db. ub. a ya e bugaleaj dh.
&
Trl skeud.
Mont gant ar c'hatar : kregiñ stultennoù ennañ.
II.
Str.
Trouskennoù linek war ar c'hroc'hen.
Katar en deus war e vizaj.
&
(impl. da stn.)
Ur c'hazh rous hanter divlevet ha katar-tout.
&
Dour-katar : lin.
Sell an dour-katar ouzh e skouarn.
DHS. daroued.