Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Rann eus ur savadur pe salioù dindan douar lec'hiet dindan un ti prl. Diskenn d'ar c'hav. [1955] [...] eno, en ti brav-se. Ha dreist-holl er c’havioù dindanañ, e c’houzañvas merzherinti hag e skuilhas o bannac’hig gwad Doue hepken a oar pegement a dud, noblañs ha kouerien, bourc’hizien koulz ha micherourien pe jeneraled, paour pe binvidig, kozh ha yaouank, paotred ha merc’hed [...]. & Ent strizh Ar pezh-se pa dalvez da virout gwin. Lakaat gwin er c'hav. 2. A-wechoù Kleuz dindan an douar pe en ur roc'h. Kuzhat a reas en un tammig kav a oa eno. Ar c'havioù er reier. Al loen en em dennas er c'hav. HS. kev.

Skouerioù istorel : 
36
Kuzhat roll ar skouerioù

kav

1499
Daveenn : LVBCA p110 ('cave')

kav

1499
Daveenn : LVBCA p110 (caue)

kav

1659
Daveenn : LDJM.1 pg caue

kav

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cavv

kav

1659
Daveenn : LDJM.1 pg caue

kavioù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg caue

ar c'hav

1732
Daveenn : GReg pg cave

lakaat ar gwin er c'hav

1732
Daveenn : GReg pg encaver (du vin)

ur c'hav don

1732
Daveenn : GReg pg bas (une cave basse)

kav

1732
Daveenn : GReg pg cave

kavioù

1732
Daveenn : GReg pg cave

kavioù

1732
Daveenn : GReg pg cave

kav

1732
Daveenn : GReg pg cave

kavioù

1732
Daveenn : GReg pg cave

ar c'hav

1732
Daveenn : GReg pg cave

ar c'hav

1732
Daveenn : GReg pg cave

kav

1732
Daveenn : GReg pg cave

kavioù

1732
Daveenn : GReg pg cave

Al loen en em dennas er c'hav.

1850
Daveenn : GON.II pg kaô (L'animal se retira dans la caverne).

kav

1850
Daveenn : GON.II pg kaô, kav (Lieu souterrain. Cave. Caverne. Antre. Grotte. - Cellier), kéô, eñkava, groc'h

kav

1850
Daveenn : GON.II pg kaô, kav

kavioù

1850
Daveenn : GON.II pg kaô (Lieu souterrain. Cave. Caverne. Antre. Grotte. - Cellier).

Lakait-eñ er c'hav.

1850
Daveenn : GON.II pg kaô (Mettez-le à la cave).

Ret eo baotañ ar c'hav.

1850
Daveenn : GON.II pg baota (Il faut voûter la cave).

kav

1850
Daveenn : GON.II pg eñkava

Furchañ a rejont, evit gwir, an eil kambr hag eben, ar c’halatrez kerkoulz hag ar c’hav, an armelioù kerkoulz hag ar gweleoù, mes ne gavjont den.

1877
Daveenn : EKG.I. p.122

Da vihanañ ne [z]aio ket gantañ kav ar Prat, hag e-pad ma vezo ur banne er varrikenn e ti ar Prat, soudarded ar republik ne varvint ket gant ar sec’hed.

1877
Daveenn : EKG.I. p.221

Bilzig gant e walenn-grog ac’h aes da furchal ar c’havioù a anaveze, hag a dennas eus unan anezhe un tamm foeltrenn pezh legestr.

1925
Daveenn : BILZ2 p.140

Un tammig pelloc’h e kavas ur c’hav all, en pehini ur silienn gozh du he devoa graet he ziegezh.

1925
Daveenn : BILZ2 p.140

Pêr a gavas e kav an ti lez-varn, gwin evit "netra" : pourvizionoù a oa ganto en o zrouin : sardined, fourmaj ha chokola... An daou vignon, eta, a reas ur pred kennerzhus ha sasun.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Ar Mestr, an aotrou Roberts, ma hentas dre ar garidoù don hag ar c'havioù uhel, a oa leun a vengleuzerien o tistagañ pastelloù mein glas, a veze kaset kuit gant un tren bihan.

1944
Daveenn : EURW.1 p.125

Dirak an ti bourc'hiz, ez eus ur bleuñvegenn, gant ur gael houarn dirazi ; a-drek an ti, ur porzh kloz, kelc'hiet gant karrdioù da lakaat ar c'hoad hag ar yer, ar c'hav, ar poull-kannañ a vez karget gant dour-glav o tiverañ diouzh ar stivelloù ; dre un nor gromm toullet e moger ar c'harrdi ec'h erruer en ur jardin vihan — an holl draoù a zo bihan amañ — gant e-leizh a vleunioù, diduamant ma mamm, un neubeut karreadoù legumaj ordinal, un hanter dousenn gwez per, hag er foñs, ur bratellig toet gant iliav, 'lec'h [ez] eus daou vank evit lenn hag hunvreal.

1944
Daveenn : EURW.1 p6

Pa oan bihan e weled toull ur c'haran war bord hent Mil-ar-Prad, hag ac'h ae dindan an douar betek kavioù ar c'hastell-kreñv, hag a roe an tu d'an difennourien da vont kuit dre guzh, ma vijent e riskl da vezañ paket.

1944
Daveenn : EURW.1 p17

Ur c’hav pourvezet a winoù fin a oa e kastell Kerserc’ho (…).

1944
Daveenn : EURW.1 p.88

[...] eno, en ti brav-se. Ha dreist-holl er c’havioù dindanañ, e c’houzañvas merzherinti hag e skuilhas o bannac’hig gwad Doue hepken a oar pegement a dud, noblañs ha kouerien, bourc’hizien koulz ha micherourien pe jeneraled, paour pe binvidig, kozh ha yaouank, paotred ha merc’hed, n’eus forzh, rak ne veze sellet berr nag ouzh oad pe beadra, nag ouzh stad nag ouzh orin : en ur ger, ouzh tanfoeltr netra.

1955
Daveenn : VBRU p.52-53

Ha furch ' zo graet er c'halatez, / E kav ar gwin, kambr ar vatezh ?

1960
Daveenn : PETO p66

Ofis publik ar brezhoneg