I.
V.k.e.
1. Dont da gaout kaz (ouzh ub.).
N'an ket ken d'he zi : kazet em eus anezhi.
2. Dre ast.
Paouez a garet ub.
Me am eus kazet hennezh.
3. Dilezel (an neizh).
Ar big he deus kazet he neizh.
HS. kasaat.
II.
V. em.
EN EM GAZAÑ OUZH UDB. : dont da gaout heug ouzh an dra-se.
Met re eo em eus bet debret traoù aod hag ez on en em gazet outo. Gant ar skol divrezhonek e teu Breizhiz d'en em gazañ ouzh o yezh.