Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Koulz lavaret. Mezh hon eus kazi. N'eus bet kazi hini ebet. Kazi sur. Ne oa mui kazi tan en ti. HS. damdost, hogos, kazimant.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Evel-se ne voe ket pell ar frapad : leveoù ar Sent a voe gwerzhet dre bevar c’horn ar vro, ha roet kazi evit netra, rak ezhomm arc’hant a ioa, ha ne gaved ket kalz a dud da deuler war al leveoù-se, rak ar feiz a ioa c’hoazh bev e goueled kalon ar Vretoned.

1877
Daveenn : EKG.I. p.2

E-barzh ma soñj a vugel em boa kazi truez outo hag e kave din e oant tud dic'hradet, tud kastizet evit ur pec'hed bennak peogwir an Aotrou Doue n'en doa roet dezho nemet ur yezh ha dimp-ni en doa roet div.

1944
Daveenn : EURW.1 p35

Plijout a rae dezhañ ar c'hezeg, ha kazi sur en dije 'n em c'hraet ul lec'h en arme, panevet e tegouezhas d'e dad mervel e 1859, ha Glaoda, « mab henañ intañvez » a voe, en akord gant al lezenn neuze, disoudardet, ha lavaret dezhañ distreiñ d'ar gêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p10

Kazi mezh am boa gant se.

1944
Daveenn : EURW.1 p74

— « Hum ! digristen e vefe, kazi sur. »

1944
Daveenn : ATST p.75

Met kazi tapet e oa bet an Ngounie gant ur rann all ha ne oa c'hoazh enni e '60 nemet un 60 000 den bennak a dud, hini an "Haut Ogooué" hag he devoa bet ur c'hresk a 112 %, o vont evel-se en tu-hont da 127 mil a dud, moarvat en abeg d'an uraniom ha d'ar manganez a oa bet kavet enni, met ivez marteze dre ma oa eil prezidant ar Gabon genidik eus ar c'horn-se eus ar vro, o lakaat Franceville da vezañ kêr-benn ar gevred.

1985
Daveenn : DGBD pg187

Gwelet em eus listri eno oc'h ober o c'harg, kazi stok ouzh an douar.

1985
Daveenn : DGBD p50

Hag, ouzhpenn se, e vo roet ur skeudenn deus ar re vravañ, difeuls-tre ha kazi kenedus.

2015
Daveenn : DISENT p97

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial