Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. V.k.d. 1. (db. an traoù) Kaout digor en udb. Kehentiñ a ra ar Mor Du gant ar Mor Kreiz dre veur a strizh-mor. HS. digeriñ, skeiñ. 2. (db. an dud, al loened) Mont en darempred gant (unan all). Kehentiñ gant ub. dre bellgomz. B. V.g. (db. an dud) Skoulmañ darempredoù (gant ub. all). Ne c'haller ket kehentiñ aes er broioù meneziek. II. (en e furm av.) Rouedad kehentiñ : rouedad hentoù, hentoù-houarn, kanolioù, skingaserioù, h.a., a ro tu d'an dud da skoulmañ darempred kenetrezo. & Araezioù kehentiñ : reizhiadoù aveadurioù, staliadurioù, h.a., a ro tu d'an dud da gehentiñ an eil gant egile.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

An dra nemetañ na fell ket din ober eo serriñ dor ar Genrouedad d'ar muntrer. Ret eo deomp lezel digor ar sanell gehentiñ rak ne ouzomp ket petra 'c'hellfe lakaat c'hoazh war ar rouedad.

2015
Daveenn : EHPEA p83

Bepred e ranker klask ar rag hag ar perag, kehentiñ war ar pezh a fell dimp, derc'hel da vousc'hoarzhin, implijout un ton ha gerioù seven met dibleg.

2015
Daveenn : DISENT p51

C'hwezh put an itrikerezh a vo o doare da gehentiñ.

2015
Daveenn : DISENT p82

Kehentiñ a dalvez ivez derc'hel da broduiñ skeudennoù evit filmoù ha dielloù-poltredoù ar strollad, koulz hag evit ar mediaoù.

2015
Daveenn : DISENT p131

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial