Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Forzh pegement, kalz. Tud ken-ha-ken. Dansal a raemp ken-ha-ken.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

D’an diwezh, Kadra ha Daga, diwar un damc’hoant-gwelout, ken-ha-ken ha dre m’o doa aon rak anoaziñ an tri roue deut a geit-all, a blegas, hag, o tigas o c’herniel-evañ, o hanter-leugnjont eus an died du m’en em skigne ar c’hwezh-vat anezhañ dre al logell.

1923
Daveenn : SKET p.103

Em c'hlopenn foll ha diaezet / E kresk an enkrez kenañ-ken, / Ha ma c'horf dister ha faezhet / A gren dindan ur c'hwezenn yen.

1960
Daveenn : PETO p42

Bez' e oa merc'hed, o doa e azeulet ken-ha-ken hag o doa daeet evitañ an emgontrollerezh kedvuhezel ret hag e gendivizadoù, a golle o liv gant ar vezh pe gant an heug pa c'hoarveze da zDorian Gray dont tre en ur saloñs.

2015
Daveenn : POLDG p. 224

[...] -kuit na grogfe ur poliser e-barzh ho fri evit sachañ ho penn war-dreñv, ar pezh a zo displijus ken-ha-ken...-

2015
Daveenn : DISENT p95

Aozet e voe ar staj kentañ gouestlet d'ar stourm difeuls e miz Kerzu 2006 er Vercors, ul lec'h arouezius ken-ha-ken!

2015
Daveenn : DISENT p16

Bet e oa Stelios o tiskouez anezhañ a vurev da vurev en ur c'hoarzhin ken-ha-ken. O klask gouzout e oa peseurt spered distrañset a c'helle c'hoari ur seurt tro-gamm dezhañ.

2015
Daveenn : EHPEA p127

Gras d'ar Romaned da gentañ, hellenekaet ken-ha-ken, ha gras ivez, a-c'houdevezh, da skiantourien ha skrivagnerien impalaeriezh Konstantinopoulis - Bizañs - eo ez eo bet miret an teñzorioù dibriz-se.

2016
Daveenn : ILIAS p. 7

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial