Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
11
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1943, 1985] Den a labour gant unan all pe gant meur a hini evit seveniñ un oberenn a-stroll. Ur c'henlabourer feal, prizius. Ur rouedad kenlabourerien. [1943] Graet e vez Mor Keltiat gant Le Danois hag e genlabourerien eus ar mor a zo astennet dirak ar broioù kelt. [1985] Marceau C., va c'henlabourer e-pad an treuziad amzer am boa da dremen er vro. HS. skoazeller. 2. Ent strizh Den a gemer perzh er c'henlabourerezh.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Graet e vez Mor Keltiat (pe Mor Kelt) gant Le Danois hag e genlabourerion eus ar mor a zo astennet dirak ar broioù kelt : Iwerzhon, Kembre, Kernev-Veur ha Breizh, betek torrod-meur an Douar-Bras.

1943
Daveenn : TNKN p32

Ha n'eo ket kenlabourerien a vankas.

1944
Daveenn : EURW.1 p85

Ha me distro eus ar vro eshira em boa kavet e Nenge Sika an hini a oa da vezañ va c'henlabourer e-pad an treuziad amzer am boa da dremen er vro, Marceau C., ur paotr a vro-Flandrez.

1985
Daveenn : DGBD p43

Ma c'hoarvezfe ganeoc'h kavout un enebour hag a zalc'hfe da nac'h komz ouzhoc'h e vefe gwasket gant e genseurted, e genlabourerien, an dud a-us dezhañ, ha kement zo...

2015
Daveenn : DISENT p106

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial