Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. V.k.e. Degas ur framm, un aozadur, ur mont en-dro e tra pe dra a-benn tizhout ur pal bnk. Kenurzhiañ obererezh meur a zen. Kenurzhiañ al labour-douar en ur vro. Kenurzhiañ strolladoù en un talbenn politikel. 2. V. em. EN EM GENURZHIAÑ : strivañ a-benn degas ur framm, un aozadur, ur mont en-dro azas en un obererezh bnk. Frankiz o deus an dud d'en em genurzhiañ e diabarzh kevredigezhioù. 3. Yezhad. (en e furm av.) Stagell genurzhiañ : termen a dalvez d'eren daou c'her, daou strollad gerioù, div lavarenn zo kargoù kevatal dezho e diabarzh ur frazenn. HS. isurzhiañ.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Ret e vo kenurzhiañ hon obererezh.

2015
Daveenn : EHPEA p85

Heñvel eo al labour kenurzhiañ ouzh al leurenniñ en ur mod.

2015
Daveenn : DISENT p102

Muioc'h a fiziañs a vo ennoc'h tamm-ha-tamm, ha prestik e vefet barrek da genurzhiañ obererezhioù [disentiñ] hoc'h-unan.

2015
Daveenn : DISENT p182

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial