Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Obererezh kerzhet. Daou zevezh kerzh zo ac'hanen di. & (impl. da anv unan) Goude ur c'herzh hir e tizhjont o fal. HS. bale. 2. Stumm da gerzhet. Eñ en deus ar memes kerzh gant e dad. N'eus namm ebet en he c'herzh. & Bezañ dalc'het, harzet en e gerzh : kaout poan o kerzhet. 3. Tizh, pa vezer o vont war-raok. Gant an hevelep kerzh e tegouezhomp en un taol. Daoust perak ez eo ken divalav kerzh al lestr ar beure-mañ ? 4. Dre ast. Dibun un heuliad traoù, stadoù en amzer. Teuler evezh ouzh kerzh an darvoudoù. Bezañ nec'het gant kerzh ur c'hleñved. HS. red.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

daou zevezh kerzh a zo ac'hann di

1850
Daveenn : GON.II pg kerz

kerzh

1850
Daveenn : GON.II pg balé, kerz, kerzed

kerzh

1931
Daveenn : VALL pg acheminement, allure

alc'hwez treiñ kerzh

1931
Daveenn : VALL pg bouton (de changement de marche du ruban; machine à écrire)

Daoust ma n'eus ket ouzhpenn 220 km war-eeun etre Nenge-Sika ha Libreville, en-eeun, ez eus ur c'hemm bras a-walc'h etre kerzh an amzer en daou lec'h, tost d'ur miz abretoc'h eo e krog an amzervezh sec'h en Eliwe Nkomi (loc'h Fernan Vaz) eget en Arongo (ar Gabon), abretoc'h e krog ivez tre war an aod eget e diabarzh ar vro.

1985
Daveenn : DGBD p144

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial