Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. Dastum arc'hant, aluzenoù pe draoù all evit mad un ober bnk. Emaint o kestal dilhad evit ar re baour. Kestal arc'hant en iliz. D'ar mare m'edo ar c'huzul o kestal mouezhioù war ar maez : d'ar mare m'edo o kabaliñ. [1955] [...] ul leanez o kestal gant ur c’hefig houarn gwenn, ul loudourenn a blac’h, divergont a-walc’h adal na veze lakaet netra en he chipot. & Ent krenn O kestal emañ ar sakrist en iliz. B. Dre ast. 1. Goulenn udb. en aluzen. Mont da gestal bara. & Ent krenn Ur c'hlasker-bara o kestal ouzh dor an ti-post. 2. Amprestañ. Ranket em boa mont da gestal ur re votoù-lêr da'm mab. II. V.g. (db. an dud, al loened) Klemm, termal. Selaou hemañ o kestal ! HS. klemmichal.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

kestañ

1499
Daveenn : LVBCA p113 (quester)

kestañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg questa

kestal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quester

Da gestañ eo aet.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg késta (Il est allé quêter).

kestañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg késta (Quêter, faire la quête, chercher), kester

Fabrik sant Jakez ne oas-te ket warlene ? E-pad ur bloaz out bet o kestal evitañ arc’hant, neud, bleud, greun, kig.

1925
Daveenn : BILZ2 p.136

Pep hini a c'helle, pa veze debret e drantell, dont da gestal boued da Gêr-Alor.

1944
Daveenn : EURW.1 p.147

[...] ur beleg diwar ar maez gant e bennad-blev plañsonet e-giz ar c’hrennardezed, ur poupig e-pign outañ war bleg e vrec’h hag ur bugelig all krog start e soutanenn c’hlas-pour e dataig ; un druilhad menec’h foutouilhek ha kailharet-meurbet, ha dezho peb a voned begek e voulouz ruz-mouk gwintet war o c’hrewichenn ; bugale ar skol, tammoù kañfarded heñvel-bev ouzh soudarded vunut gant o heuzoù verniset, o mantell a-liv gant al ludu ha war o chouk ar sac’h-broc’h ma klenkent ennañ o levrioù ; ul leanez o kestal gant ur c’hefig houarn gwenn, ul loudourenn a blac’h, divergont a-walc’h adal na veze lakaet netra en he chipot.

1955
Daveenn : VBRU p.48-49

Ofis publik ar brezhoneg