Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. Santad poanius, a laka ub. diaes, deuet diwar koll udb., ub. Kaout keuz (+ da hag ak.) Keuz am eus da'm far. Keuz bras am eus dezhañ. N'hoc'h eus ket keuz d'ho pro ? Hennezh n'en deus ket keuz d'e wreg. Keuz o deus d'an amzer wezhall. [1954] Ne oa ket c’hoazh peurc’hraet kañv ar paour kaezh pa stagas va zad da lonkañ : dre geuz d’e wreg, eme an amezeien. B. Dre ast. 1. Tristidigezh. Klevet hon eus gant keuz bras ez eo aet hor mignon d'an Anaon. 2. Dipit, displijadur. Pebezh keuz evidomp bezañ kollet an dra-se ! [1954] Stagañ a reas da gomz eus va mamm, eus he gerioù diwezhañ p’edo war he zremenvan ; diouzh e glevout, keuz he devoa da vont kuit dreist-holl abalamour ne welje ket he mab o kanañ e oferenn gentañ. 3. Trl. Ober udb. gant keuz : en desped dezhañ. II. Santad poanius, a laka ub. diaes, deuet diwar bezañ graet udb. pe bezañ chomet hep e ober. 1. Kaout keuz. (+ av. pe + da hag av.) : bezañ gant ar santad-se. Me am boa keuz bezañ aet di. Keuz am eus da vezañ graet an dra-se. Keuz am eus pa ne'm boa ket roet an aluzen dezhi. Keuz am eus da'm "ya" : da vezañ lavaret ya. & Dre verr. Keuz o deus goude. N'ho po ket keuz goude. N'hor boe ket a geuz. Goude-se em boa bet keuz. [1954] Bremañ, pa ’z on krog em dek vloaz ha tri-ugent, goude ma ’z eo bet dibikouzet va daoulagad gant darvoudoù fall pe vat ar vuhez, gallout a ran teurel, hep keuz na kerse, ur sell war va amzer dremenet… & (impl. da anv unan) N'ho po keuz ebet. 2. Kaout keuz. (+ da hag ak) : bezañ lakaet diaes gant ur santad poanius abalamour d'udb. a rebecher d'e unan. Keuz ruz am eus bet da'm follentez. 3. Trl. Sevel keuz da ub., gant ub. : sevel ar santad-se dezhañ, gantañ. Sevel a ra keuz da vezañ chomet da gozhañ evel-henn. Yann a savas keuz gantañ da vezañ he lezet da vont kuit. III. Santad poanius a zeu da ub. en ur ober udb. Kaout keuz (+ o hag av.) : bezañ gant ar santad-se. Kement hini a zeu di en devez keuz o vont kuit. IV. RELIJ. Santad glac'harus deuet diwar bezañ graet ur pec'hed, mesket gant ar c'hoant da zasprenañ ar pec'hed-se. Ne oa ket gwirion ar c'heuz he doa ar plac'h-se a he fec'hed. Daeroù a geuz hag a c'hlac'har. Keuz a ziskouezent. & (impl. da anv unan) Ur gwir geuz en doa d'e bec'hedoù. Ur c'heuz bev ha gwirion. HS. kerse, morc'hed.

Skouerioù istorel : 
59
Kuzhat roll ar skouerioù

keuz

1499
Daveenn : LVBCA p.114 (regret)

5. And eus ur c'hristen ken digar, / N'en deve na keuz na glac'har, / O welet kement aflijet / Ar vamm d'hor Salver binniget ?

1622
Daveenn : Do. p.66

En eil poent, [ret eo] kaout keuz a vezañ ofañset Doue ha kaout ur propoz ferm na zistroet [lenn: "zistroot"] mui d'ar pec'hed.

1622
Daveenn : Do. p.42

kaout keuz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) repentir

keuz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg contrition, douleur, regret

keuz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cueux

kaout keuz ouzh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg regreter

3. Piv a ouife lavaret / He c'heuz bras hag estrañj-meurbet / O kontempliñ he mab JEZUZ / Karget a boanioù truezus.

1677
Daveenn : Do. p.65

M. Petra à renquer da ober evit en em goffés ervat? D. Ret eo ober tri dra: [...] D'an eil, cahout cueus da veza offancet Doué, hag ober ur guir propos na zistroit muy d'ar pec'het. M. Petra a renker da ober evit en em gofes ervat? D. Ret eo ober tri dra: [...] D'an eil, kaout keuz da vezañ ofañset Doue, hag ober ur gwir bropoz na zistroit mui d'ar pec'hed.

1677
Daveenn : Do. p.43

15. Gwerc'hez, Mestrez ar Gwerc'hezed, / Gwakait ma c'halon ker kalet, / Da c'hallout kaout keuz d'ho mab gwirion.

1677
Daveenn : Do. p.69

mantret e galon gant ar c'heuz

1732
Daveenn : GReg pg contrit (ite, bien repentant)

gwir geuz

1732
Daveenn : GReg pg contrition (veritable douleur d'un penitent)

chapeled a geuz

1732
Daveenn : GReg pg chapelet (de douleur)

ar seizh kleze a geuz

1732
Daveenn : GReg pg (la) compassion (de la très-Sainte Vierge), (les sept) douleurs (de la Sainte Vierge)

keuz gwirion

1732
Daveenn : GReg pg contrition (veritable douleur d'un penitent)

Ne gredan ket d'he c'heuz.

1850
Daveenn : GON.II pg keûz (Je ne crois pas à son repentir).

Keuz bras am eus da vezañ lavaret kement-se

1850
Daveenn : GON.II pg keûz (J'ai un grand regret d'avoir dit cela).

keuz

1850
Daveenn : GON.II pg keûz (Regret. Repentir. Douleur. Chagrin. - Componction. H.V.), keûzeûdigez, glac'har

ke

1850
Daveenn : GON.II pg keûz (En Vannes, "ké"), pg ké (Voyez "keûz").

Koulskoude, pa welas e oa ker kastizet, / Gant ul lostennad keuz, ar verc'h a voe nec'het. An oad ha c'hoant bremañ a lavar dimeziñ. Gwelit, mousklenn grinet zo [sic, emañ] an tan en he zi !

1867
Daveenn : MGK p.57

Mervel, siwazh ! gant keuz ha doan / War-lerc'h ar vugale vihan / O deus ganet, o deus maget, / Ha diganto a ve lamet.

1867
Daveenn : MGK p.110

Roit un dra d'ar re fall, goude keuz ho pezo.

1867
Daveenn : MGK p.108

« Va breudeur, emezañ, list ac'hanon ganoc'h / Ha na lavarit ket da zen ; / Me ziskouezo doc'h ur braden / Zo enni peuriñ a'r gwellañ ; / Ned eus he far war-dro amañ, / N'ho pezo ket a geuz. »

1867
Daveenn : MGK pp.42-43

Oc'h [ouzh] mil den a zimez, da vihanañ nav c'hant / Ne gemeront na skouer nag ali e nep lec'h, / Ha da noz o eured o devez keuz war-lerc'h.

1867
Daveenn : MGK p.74

mar gwiskomp hon abid satin gwenn, ni 'vo en Lannuon evel div fleurenn, mar gwiskomp hon abid satin bleuñv, mar kollomp hon enor hor bo keuz

1874
Daveenn : GBI.II p.150

Chom a rae c’hoazh boutailhadoù gwin da evañ ; ar sakrist a selle outo a-gorn ; keuz en doa o vont kuit diouto, mes evelato ne gredas ket chom en ti war-lerc’h ar chouanted, hag e tistroas d’ar gêr p’edo ar re-mañ o vont kuit.

1877
Daveenn : EKG.I. p.124

« Deuit ! Deuit ! Deuit holl ! n’ho pezo ket a geuz. »

1877
Daveenn : EKG.I. p.176

N'eo ket iskis, evit gwir, en dije keuz da genvreudeur hag o doa bet kement a garantez outañ, hag o doa hen heñchet, eñ c’hoazh yaouank, ken eeun war hent ar Baradoz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.49

Strizh ez eas he c’halon enni p’o gwelas astennet e-harz an oaled, disliv, dilavar, kridiennet, beuzet o c’halon en ur mor a geuz, diegus d’emskeudenniñ ar pezh a oa digouezhet ha muioc’h c’hoazh ar pezh a zigouezhje, gant leun e oa o ene a enkrez hag a vraouac’h dre m’o doa gwallc’hraet ouzh an daou zoue galloudusañ a zo : Perc’henn ar Vuhez ha Perc’henn ar Gouloù.

1923
Daveenn : SKET p.107

O gwelet a eure evel m’emaint hiziv c’hoazh, evel ma vezint da viken, garv, ramp, skoasellek, torgennek, leun a gailh lemm, dastroc’het gant krenegelloù hag islonkoù, teñvalaet gant latar, leun a glemmvan, a zifronk, a geuz, enstrobellet a dud gloazet pe o vervel, a gorfoù tud ha loened o vreinañ, a eskern, hag a zismantroù o tivogediñ.

1923
Daveenn : SKET p.79

Nemet e tlee padout an adkarantez-se, hep keuz, na digresk, na divlaz biken, keit hag ar Bed hag an doueed (1).

1923
Daveenn : SKET p.75

Keuz da Vilzig d’e vamm-gozh, ha dourek e ouelas ; bugelig a oa, hag ar c’heuz, ar glac’har abred a sil a-dreuz eñvor ar vugale.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 37, p.812 (Genver 1924)

Keuz n’em eus ket d’am foan avat !

1924
Daveenn : SKET.II p.57

Ha koulskoude, plac’h yaouank kozh viret ne chomo ket, nann, ah ! nann !… Plac’h yaouank kozh viret ne vo ket : ne fell ket dezhi, heñvel eus [ouzh] he moereb, c’hoar he mamm, tintin Katell, disec’hañ war droad gant ar c’heuz hag an erez.

1925
Daveenn : BILZ2 p.151

lusk a geuz

1931
Daveenn : VALL pg acte (de contrition)

prenañ keuz

1931
Daveenn : VALL pg (s')attirer (des regrets, des désagréments, des remords pour l'avenir)

N'o deus ket keuz ken da vezañ bet dilezet gant o c'hompagnunezh)

1941
Daveenn : ARVR niv. 6, p.4

Dinan, avat, mar deo bet kêr-a-vrezel ; Dinan, mar deo bremañ kêr-skouer an artizaned, n'he deus ket mezh gant he orinoù. Keuz dezho ne lavaran ket.

1944
Daveenn : ARVR Niv. 165

Pa soñjan e buhez studierien Roazhon, n'hallan mirout da gaou[t] keuz dezhi. Pegen disoursi ! Pegen karantezus !

1944
Daveenn : EURW.1 p.146

Keuz a-walc'h am boa da vezañ he feuket, met graet e oa an taol...

1944
Daveenn : EURW.1 p.172

Krediñ a ran kentoc’h en doa bet morc’hed d’ar mare diwezhañ, en doa keuz bezañ deuet da stouiñ dirak « Pennrener ar C’hallaoued », en doa digarezet un droug-penn d’en em zibunañ kuit.

1944
Daveenn : EURW.1 p.201

Keuz am boa ne oa den ebet ganin evit « introduiñ » ac'hanon d'an dud vrudet-se, am bije karet ober anaoudegezh ganto.

1944
Daveenn : EURW.1 pp.71-72

Er gwasked emañ war ribl ar stêr Aon a red he dour goustadik, evel gant keuz, war-du Kastellin.

1944
Daveenn : ATST p.9

— « Ni a vezo laeron, neuze ! » — « An dra-se n’eo ket laerezh, an dra-se ’zo en em sikour. Ha ma hoc’h eus kement a geuz da zont ganin, me a gendalc’ho va-unan gant al labour, ha va-unan… »

1944
Daveenn : ATST p.77

Pa oan astennet, ma fenn dindan al liñsel en em lakais da ouelañ, gant ar c'heuz da'r gêr ha da'm zud.

1944
Daveenn : EURW.1 p.33

Ne oa ket c’hoazh peurc’hraet kañv ar paour kaezh pa stagas va zad da lonkañ : dre geuz d’e wreg, eme an amezeien. A c’helle bezañ, met a-viskoazh e oa bet an intañv den d’e vanne.

1954
Daveenn : VAZA p.47

Un nebeud devezhioù goude, an ugent a viz C'hwevrer, en em engouestlis e ti-kêr Brest evit pemp bloaz, ur pennad brav marteze, met biskoazh keuz n'am eus bet abaoe ar beure ma skrivis va anv e traoñ ar baperenn-se.

1954
Daveenn : VAZA pp.81-82

Hogen, a-hed va buhez hir ha fentus a-walc’h, am eus ranket lavarout kenavo ne oar den nemet Doue ha me da begement a draoù, mard eo bremañ ar gerseenn-se heñvel ouzh meur ha meur a hini all na reont din na trubuilh na keuz.

1954
Daveenn : VAZA p.114

Anzav a ris kement-se gant kalz a geuz d’am Aotronez [Aotrounez] ha, va feiz, en ur gimiadiñ diouzhin ne voent ket evit tevel e oant a-grenn a-du ganin.

1954
Daveenn : VAZA p.74

Siwazh ?... petra ’eo din kunuc’henniñ e giz-se ?... Bremañ, pa ’z on krog em dek vloaz ha tri-ugent, goude ma ’z eo bet dibikouzet va daoulagad gant darvoudoù fall pe vat ar vuhez, gallout a ran teurel, hep keuz na kerse, ur sell war va amzer dremenet…

1954
Daveenn : VAZA p.71

Stagañ a reas da gomz eus va mamm, eus he gerioù diwezhañ p’edo war he zremenvan ; diouzh e glevout, keuz he devoa da vont kuit dreist-holl abalamour ne welje ket he mab o kanañ e oferenn gentañ.

1954
Daveenn : VAZA pp.65-66

Aet on d'o heul, d'o heul hep keuz ; / Ganto d'am c'haout ezhomm o deus : / Ginidik ' ouzont 'on ac'hann / Hag o heñchin ervat d'ar c'hann.

1960
Daveenn : PETO p.60

Arc'hoazh pe zroug, ivez pe reuz, / Ma vezont diouzh ar Pab ? / D'hor gwir veleien hor bo keuz / Ha kerse 'vel d'e dad ar mab, / P'er gra emzivad ar marv. / Hor planedenn' vo didruez / Hag hor feiz heskinet garv. / Tristidigezh 'hed hor buhez !

1960
Daveenn : PETO pp.13-14

En anv al lezenn, an urzh strizh ac'h eus / Da zisklêriañ din-me, gant aon da gaout keuz, / E pe lec'h emañ an den hag e ti piv, / Ha diwall 'z afen dre da fazi e-biou.

1960
Daveenn : PETO p.37

Diskenn a ran koulskoude war c'houlenn ar re all, ha peadra a vije din da gaout keuz ma ne vijen ket aet en douar : ur gêrig koant eo a gavan, kempennet-mat, glas-holl, ha marzhus ar vro tro-dro gant ar plegoù-mor hag an inizi uhel morennet.

1985
Daveenn : DGBD p.17

Ha n'hon eus ket bet kalz a geuz dezho.

1985
Daveenn : DGBD p.45

"Ar c'heuz a vez atav war-lerc'h," a lavar Adriani didruez, paret he sell warnon.

2015
Daveenn : EHPEA p.65

Elena, rannet he c'halon etre ar garantez a vag, hogozik en desped dezhi hec'h-unan, e-keñver Paris hag ar c'heuz da vezañ kuitaet Sparta ha Menelaos

2016
Daveenn : ILIAS p.6

Ni hor bo keuz deoc'h ma'z it kuit, en anzav a ran.

2018
Daveenn : PZORN p.342

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial