1. Den a gevez ouzh ub. all, ouzh tud all.
Pehini eus an daou gevezer a yelo ar priz gantañ ?
2. Den a gemer perzh en ur gevezadeg.
Kalz kevezerien hor boa, lod anezho barrekoc'h egedomp.
Daveenn :
GReg
pg concurrent (qui a la même prétention qu'un autre à une même charge, dignité, avantage)
kevezerez
kévézérez
1850
Daveenn :
GON.II
pg kéférérez
kevezer
kévézer
1850
Daveenn :
GON.II
pg kéférer, kévézer
kevezer
1924
Daveenn :
SKET.II
p.121 « Geriadurig », "Rival".
Ur person ivez pa vo lec'h da envel Izili ar C'huzul-kanton, ' ray heñvel, Hag en iliz-parrez, ' raok an oferenn-bred, Dezho, 'vit an dra, en em vodañ, ' vo ret. Hag ar c'hevezer en devo bet an trec'h Er barrez diberson ' gemero al lec'h.
Eur person ive pa vo lec'h da envel Izili ar C'huzul-kanton, ' ray heñvel, Hag en iliz-parrez, ' raok an ofern-bred, Dezo, 'vit an dra, en em voda, ' vo ret. Hag ar c'hevezer en devo bet an trec'h Er barrez diberson ' gemero al lec'h.
1960
Daveenn :
PETO
p16
"Kevezer" [a lârer eus] : An neb a glask tizhout ur pal da heul tud hag o deus an hevelep mennad gantañ.
"Kevezer" [a larer eus] : An nep a glask tizout eur pal da heul tud hag o deus an hevelep mennad gantañ.
1960
Daveenn :
PETO
p86
meur a gevezer
1971
Daveenn :
BAHE
niv. 68, p31
Ar pezh a zo gwir ivez evit ne vern peseurt tuer en deveze darempred gantañ hag e oa troet an traoù da fall etreze, evel evit ne vern peseurt dastumer ivez, kevezer dezhañ.