ar gevredigez
E oa ur genseurtiezh Breizhiz vrudet, a anved Anatol ar Braz, Charlez Ar Govig, Loeiz Tiercelin, René de Kerviler, René Grivart de Kerstrad, Léon Durocher, o kinnig sevel ur gevredigezh nevez gant un anv nevez : 'régionaliste' ; ar gevredigezh-se a vije badezet « Union Régionaliste Bretonne », he mennozh : saveteiñ Breizh a oa o vont da veuziñ evel gouenn ha bro ; saveteiñ war un dro ar yezh en ur adlakaat en enor an teatr pe c'hoariva poblus.
Tost bloaz war-lerc'h, e miz Here 18--, e voe spontet kêr London a-bezh gant ur muntr skrijus, seul heverkoc'h ma oa ar muntred un den dezhañ ur saviad uhel er gevredigezh.
Memestra eo gwelloc'h ar brizh demokratelezhioù-se evit an diktatouriezhioù abalamour e rankont derc'hel d'ober van da vezañ kevredigezhioù digor, treuzwelus ha digabestr e-lec'h ma c'hell ar geodedourien dibab dre o dilennidi evit an traoù a sell oute.
Leveoù a bep seurt a c'hall bezañ kinniget d'an dud hag a c'hallfe mont a-enep urzh an traoù evel m'emaint : respedoù politikel gopret mat, plasoù miret e skipailhoù-kuzuliañ an dilennidi, implijoù e-barzh kevredigezhioù fur ha sentus rak skoazellet gant an arc'hant publik...
Da skouer e c'houlenno ar vanifesterien nebeutoc'h a dailhoù evit ar re binvidik, met ivez lakaat tout ar re baour da labourat en-dro rak re ger e koustont d'ar gevredigezh.
Ken kriz ha kalet hag ar feulster fizik-se ez eo ar feulster gouzañvet gant ar re "wasket" er c'hevredigezhioù direizh a-vremañ : ur feulster psikologel, arouezius pe sevenadurel a-berzh an ensavadurioù an hini eo.
Rak dezverkoù ur gevredigezh vat a zo, pe a rankfe bezañ, an hevelep re ha re an arz.
Komprenet hon eus e oamp ur bec'h d'ar Stad, d'ar vezeion, d'an apotikerezhioù ha d'ar gevredigezh a-bezh.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kevredigezhel