I.
1. Seurtad gwez-kerez a c'hounezer evit o frouezh.
Evit ober koadoù uhel, ne zleer kemer nemet pupli-gwenn ha kignez.
&
Gwez-kignez : ar gwez-se end-eeun.
&
Gwez-kignez-brizh : gwez a daol babiol.
2. A-WECHOÙ
Kerezenned gouez.
II.
1. Kerez taolet gant ar gwez-kignez, ruz teñval pe zu, dezho ur vouedenn gwak ha sukret-kenañ, heñvel o stumm ouzh hini ar babiol.
Bet em boa gwenneien, kignez hag avaloù. Kignez ruz, kignez du.
&
Kignez gwenn : kignez heñvel ouzh ar babiol met dezho ur vouedenn wakoc'h.
&
Kignez brizh, kignez marellet : babiol.
DHS. babu.
2. Anv a roer da frouezh ar gwez-kafe, enno pep a ziv gafeenn.
3. RANNYEZH.
Kignez palpegan : lus.