Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1943] Korn-tro en hentoù, er stêrioù, h.a. Er c'hildroennoù e vez da ziwall. [1943] Kildroennoù Stêr-Aon e Landevenneg hag e Rosloc'hen. 1. Korn-tro en hentoù, er stêrioù, h.a. HS. pleg, stumm. 2. [2015] Digarez a implijer evit mont da ub. Ma lezit da lavaret deoc'h, hep tamm kildroenn ebet, eo bras ma nec'hamant. [2015] Hep kildroenn ebet e lavaran dezhi ez eo bet lazhet Korasidis. & Trl. skeud. Mont a gildroennoù da ub. : mont dezhañ war zigarezioù faos. 3. Pennad hent a ergerzher kentoc'h eget unan all berroc'h. Ur gildroenn dre hent an aod. An ti ne oa ket pell, koulskoude n'o doa ket a fin d'ober kildroennoù.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

"kildroenn" gg.

1924
Daveenn : SKET.II p.121 « Geriadurig », "Sinuosité, détour.".

Pignat a eure war e gein, hag eñ, e gelc’hig-aour o ruilhañ en e raok, d’an daoulamm a-hed holl gildroennoù an aod.

1924
Daveenn : SKET.II p.22

En e c’hronnad lusenn, evel ur c’horf-marv en e liñsel, ene an heol tremenet eo a oa oc’h araokaat Vindosetlos en draonienn en ur hedañ an holl gildroennou anezhi.

1924
Daveenn : SKET.II p.49-50

kildroenn

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXX

N'haller ket kompren en ur c'hiz all, da skouer, kildroennoù Stêr-Aon e Landevenneg hag e Rosnoen, ne c'hell seurt kildroennoù bezañ neuziet nemet gant ur stêr ha n'eo ket froudoù-mor.

1943
Daveenn : TNKN p18

Hep kildroenn ebet e lavaran dezhi diouzhtu-dak ez eo bet lazhet Korasidis evit gwelout petra 'vo he ersav. Kas a ra kenkent he daouarn d'he divjod.

2015
Daveenn : EHPEA p48

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial