Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Gwechad kimiadiñ diouzh ub. Pa rankas mont kuit e voe tenn ar c'himiad. & Trl. Ober e gimiad, e gimiadoù : kimiadiñ (diouzh ub.). & Bezañ war e gimiad : bezañ war-nes mont kuit. & Kemer kimiad, e gimiad : kimiadiñ. Goude kement-se e kemeras ar priñs e gimiad evit mont pare. 2. Komzoù a zistager pa gimiader diouzh ub. Kas a reas e gimiad d'e vignon en ul lizher skrivet d'ar red. Ne gleved nemet kimiadoù glac'harus ha leñv.

Skouerioù istorel : 
19
Kuzhat roll ar skouerioù

kimiad

1499
Daveenn : LVBCA p115 (congie, ou licence)

kimiad

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quimiat

ober ar c'himiad diwezhañ

1732
Daveenn : GReg pg adieu

kimiadoù

1732
Daveenn : GReg pg adieu

kimiad

1732
Daveenn : GReg pg adieu

Graet en deus e c'himiadoù.

1850
Daveenn : GON.II pg kimiad (Il a fait ses adieux).

kimiad

1850
Daveenn : GON.II pg kénavézô, kimiad (Adieu. Congé).

kimiadoù

1850
Daveenn : GON.II pg kimiad (Adieu. Congé. Pl.)

Ur c’himiad truezus a voe, nebeut komzoù, kalz daeloù...

1877
Daveenn : EKG.I. p.23

Kent mervel, e tastumas e vibien, e gerent all ha renerien ar vroad hag e lavaras dezho : « Setu deut evidon deiz ar c’himiad ! [...] » .

1923
Daveenn : SKET p.122

Hag e veze graet dezho war o c’himiad hevelep lidoù ha p’edont o tigouezhout.

1923
Daveenn : SKET p.64

ober e gimiadoù

1931
Daveenn : VALL pg (dire) adieu

ober e gimiad

1931
Daveenn : VALL pg (dire) adieu

kimiad

1931
Daveenn : VALL pg adieu

Lord Castletown hon dastumas an nozvezh kent ar c'himiad en e vurev, hag a zisklerias e berr gomzoù da gannaded Iwerzhon, Skos, Kembre ha Breizh, ar roll-labour a felle dezhañ merkañ d'ar Celtic Association.

1944
Daveenn : EURW.1 p.185

Kentañ gwech e oa honnezh din kuitaat ur porzh e bourzh ul lestr; va-unan edon, ne oa deuet den d'am ambroug betek amañ ha, daoust din marteze, e voen fromet koulskoude o welout ar c'himiadoù, an divrec'hioù oc'h hejañ, ar mouchoueroù o frizañ, hag hini pe hini zoken o leñvañ.

1985
Daveenn : DGBD p10

Eno eo e krogis pemp bloaz kent da zeskiñ va micher a zouarour, hag eno ivez e oan bet en deiz a-raok, ar sul anezhi, oc'h evañ chouchenn ar c'himiad gant va mignoned.

1985
Daveenn : DGBD p9

Hogen Poole a respontas krenn : ne oa deuet netra estreget gant ar post. "Ha choazh, paperoù bruderezh ne oa ken", a ouzhpennas. Gant seurt keloù da gimiad e tihunas anken an noter.

2012
Daveenn : DJHMH p47

Ma c'himiad a ran ivez d'ar sekretourez a sell iskis ouzhin hag ober a ran sin da'm daou genseurt e c'hellomp mont kuit.

2015
Daveenn : EHPEA p43

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial