Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1732, 1943, 1944] Zo bet ub. ouzh e gizellañ. Ur gouriz aour kizellet.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

alaouret ha kizellet a voe e harnez

1732
Daveenn : GReg pg armure

kalizr kizellet hag alaouret

1732
Daveenn : GReg pg calice (ciselé & doré)

ur c'halizr kizellet

1732
Daveenn : GReg pg ciseler (un calice ciselé)

Pa’z it en un iliz, savit ho taoulagad, hag e welfet, a bep tu, sent dibennet, mein-benerezh ar re vravañ kizellet, torret ha bruzunet a daolioù morzhol diskiant ; gwer livet en ur c’hiz ken dudius, faoutet, e meur a damm, abalamour ma’z e oa warnezho patrom hor Salver, staget ouc’h ar groaz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.172

Ar gwel eus ar volz-se, ker brav kizellet gant hon tudoù kozh, ar brud eus a santelezh hag eus a virakloù sant Yvon a lakaas anezho da vont e kounnar.

1877
Daveenn : EKG.I. p.30

Derkeia a ziwiskas he gouriz aour kizellet-ampart hag a wiskas en e lec’h ar gouriz arem.

1923
Daveenn : SKET p.105

Kaeraet eo ar murioù anezhañ en diavaez gant skeudennoù brezelourien, leñverezed, sonerien, kirri, loened-stern, kizellet er maen ha damzistag dioutañ, ma leverer e teu ar skeudennoù-se, da vareoù zo eus ar bloaz, pa gouezh sklêrijenn al loargann en he brasañ war an ti-kañv, da enaouiñ ha d'en em beurzistagañ diouzh ar maen.

1923
Daveenn : SKET p.14

E-barzh bez an tri roue, d'e ziwall, ez eus eur skeudenn ramzel kizellet er maen : hini ur c'hi penn den o sellout ouzh ar sav-heol.

1923
Daveenn : SKET p.18

A bep tu e tregerne son skiltrus hirgornioù aour kizellet.

1923
Daveenn : SKET p.120

Hiniennoù anezho [bili] a zo goloet gant ur verglenn rous, ha kavout a reer warno a-wechoù talbennouigoù evel pa vefent bet kizellet gant krignadur an avel.

1943
Daveenn : TNKN p33

Er chapel ez eus aoterioù koad kizellet-dispar, eus ar XVIIvet kantved, balustroù gant skeudennoù an Ebestel, ul laouer vaen eus ar Vvet kantved, anvet « bez sant Weltaz » ha poltred koad alaouret ar sant gant tog ha bazh-eskob.

1944
Daveenn : EURW.1 p17

En-dro d'an nor e oa koadaj kizellet, delwennoù ha rikamanoù kalveziet.

1944
Daveenn : EURW.1 p81

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial