Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G./B. 1. Doare, neuz, stumm (ub., udb.). Cheñch aoz. Kemer aoz udb. all. Diouzh aoz an dud e oa anat e oa ur gouel bras. & Trl. Na gaout na furm nag aoz : na gaout stumm anavezet ebet. & Ent strizh Doare ober. En aoz-se e tleit ober. 2. Labour aozañ, oberiañ udb., un danvez bnk. Aoz al lêr, an eskern. & Trl. (db. ar c'henderc'hadoù) Danvez hag aoz : an danvez hag an obererezh. 3. Gwezhiad aozañ. Ar bleud-se zo graet div aoz dezhañ. 4. Ti, lojeiz, goudor. Ne oa aoz ebet er vali. & Trl. [1931, 1960] Bezañ, chom, hep ti nag aoz, na gaout na ti nag aoz : bezañ dindan an amzer. Trl. Kavout bod hag aoz en un tu bnk. : kavout repu. II. H.b. 1. Tro spered. Bezañ aoz fall, aoz vat en ub. & Dre verr., trl. Lakaat aoz en ub. : lakaat ub. war e du mat. 2. Lec'h da lojañ. Tud en o aez, aoz en o zi n'eus forzh pegement.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Ne oa ket a aoz vat hiriv.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg aoz (Il n'était pas de bonne humeur aujourd'hui).

En aoz-se e tleot e ober.

1850
Daveenn : GON.II pg aoz (C'est de cette façon, de cette manière que vous devrez faire).

Hervez an aoz eus an traoù.

1850
Daveenn : GON.II pg aoz (Suivant la nature des choses).

aoz

1850
Daveenn : GON.II pg aoz (Hors de Léon, "ôz"), oz

aoz

1850
Daveenn : GON.II pg aoz (Nature. Figure. Forme. Façon. Manière. Disposition. Préparation. Arrangement. Accomodage. Etat. Humeur), oz

aoz

1927
Daveenn : Geri.Ern pg aoz

hep ti nag aoz

1931
Daveenn : VALL pg asile

Bemdez, pa zeuy an noz, Paour-razh, hep ti nag aoz, Dre skorn pe c'hlav, ouzh tor ur roz, E kouski skuizh e kambr ar stir.

1960
Daveenn : PETO p21

Pemp munut diwezhatoc'h, ma pouezit evit kaout diskleriadurioù, ho po komprenet pegen pouezus eo an holl aozoù-se.

2012
Daveenn : DJHMH p. 81

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial