Hag ar beorien ’ta !... a bep tu d’an hent, war bennoù o daoulin, pe harpet ouzh ar c’hleuzioù, bez’ e veze regennadoù klaskerien[-]vara, paotred ha merc’hed, kozh ha yaouank, dall, moñs, pe vac’hagnet, darn war flac’hioù, darn-all [darn all] hep gar ebet ha kluchet en ur c’hased izel war rojoù, hemañ oc’h eoniñ,[]skoet gant an droug-sant, henhont gant trouskennoù ha goulioù spontus, un heug hag ur rukun sellout outo !
Pet gwech n’am eus ket klevet va zad pa veze Kanaam en e ostaleri, ha pa dremene dre ar vourc’h ur goantenn bennak, o lavarout d’ar c’hlasker[-]bara : « Klev ’ta, Kanaam, ur chopinad hini-kreñv az po mar pokez d’ar verc’h yaouank-se ».
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
klasker-boued