Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. Oberiadur aozañ udb. Aozadur ar gouel zo fiziet ennout er bloaz-mañ. Aozadur an toaz. 2. Doare m'eo aozet an traoù. 3. Disoc'h an aozañ (udb). II. G. Bodad tud, strolladoù, broioù, h.a, dezho palioù heñvel pe damheñvel. Un aozadur politikel. Un aozadur etrebroadel eo Aozadur ar Broadoù Unanet.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

aozadur

1927
Daveenn : Geri.Ern pg aoz

aozadur

1931
Daveenn : VALL pg apprêt, arrangement

Er c'hontrol diouzh ar pezh 'zo bet tu da lenn war gelaouennoù zo, ne vezo ket pedet -diwar diviz aozerien Gouel ar brezhoneg : SAE, Kroazhent- an aozadurioù pe an aferioù bras, ur pal kenwerzhel ganto.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.5

Da chantele Kemper hag hini Soissons ez eus un aozadur boutin zoken, hag hep e bar d'ar mare-se, en doare m'eo bolzet pep chapel empret ha lodenn an hent-tro keur a-geñver ganti dindan ur volz nemeti.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 10

Me zo e-touez ar re a felle da Aozadur Hentoù-Houarn Hellaz kaout an dizober anezhe. Soñjet o deus, peogwir e oar diwall an treuzennoù a-rez e c'hell diwall dismantroù an henamzer ivez.

2015
Daveenn : EHPEA p36

Kinniget e oa bet d'ar rummadoù sokial a lakae urzh an traoù en arvar mont da skolaer, da gelenner, da enklasker er skiantoù sokial, da edukatour, da labourer sokial, da vuhezour sokio-sevenadurel, da implijad en ur gevredigezh pe en un aozadur denegour.

2015
Daveenn : DISENT p153-154

Aon en dez an nen rak an titouroù o "fuiñ" hag a c'hallfe diskar an obererezh, aon rak unan bennak en defe gallet en em silañ en aozadur, peotramant c'hoazh aon rak feulster ar boliserien traken.

2015
Daveenn : DISENT p154

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial