Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
9
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. [1659, 1732, 1931] Tamm houarn, dir, implijet alies evit kreñvaat framm an arrebeuri pe traezoù all graet gant koad. 2. [1659, 1985] Ostilh houarn, dir, hirik ha troc'hus alies. [1985] Ar machete eo klav ar vro. 3. [1732, 1850] Rikoù un arar. & Dre ast. Klav houarn : arar houarn, enebet ouzh un arar prenn. & [1931] Klav brabant : arar brabant. 4. Rikoù metalek. En o ziez e oa klavioù a bep doare. II. 1. Dre ast. Arm metalek troc'hus. Deuet e oa ar vouc'hal emgann da vezañ ur c'hlav na c'halled ket dioueriñ ken. Ur c'hlav skeiñ. & Dre ast. [1923] War hor c’halonoù, hag int ker kras hag hon dilhadoù, hor c’hlavioù brezel, ha sternadoù hor c’hezeg. [1931] Arm. Klavioù brezel, emgann, emzifenn, skeiñ. 2. Dre ast. [1931] Arm chase. Ur c'hlav hemolc'hiñ. Ur c'hlav pesketa : seurt wialenn houarn ouzh he beg ur seurt nozelenn a dalvez da dennañ kregin zo er-maez eus an traezh. & [1909] Stroñsadennn a ra ar pesked pa chom paket en higenn. III. [1850, 1909] Skoulm. [1909] Ober ur c'hlev, un hanter glev. Ober ur c'hlav en nask. IV. NEVEZ. Benveg seniñ. Ur c'hlav dre gerdin. Ur c'hlav dre c'hwezh.

Skouerioù istorel : 
46
Kuzhat roll ar skouerioù

c'hwenglav

1499
Daveenn : LVBCA p47

klav

1499
Daveenn : LVBCA p115 (ferrement)

ur c'hlav

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (vn) ferrement

klav

1659
Daveenn : LDJM.1 pg instrument a frapper en coupant

klav

1732
Daveenn : GReg pg clavier (ce qui sert à joindre plusieurs clefs ensemble), clou (de ruë, toute sorte de clous qu'un cheval se fiche dans le pied, allant par la ruë, où par la campagne), clouviere (ou clouiere, piece de fer percée pour former les têtes des clous), ferrement (bout de fer, pièce de fer, de clou)

klev

1732
Daveenn : GReg pg charrue (tout l'attirail d'une charruë sans distinction)

ar c'hlev

1732
Daveenn : GReg pg charrue (tout l'attirail d'une charruë sans distinction)

lakaat klavenn war un akuilhetenn

1732
Daveenn : GReg pg ferrer (une éguilette, y mettre un ferret)

klaveier, klavioù

1732
Daveenn : GReg pg ferrement (bout de fer, pièce de fer, de clou)

klav akuilhetoù

1732
Daveenn : GReg pg (fer d') éguilette

klavioù

1732
Daveenn : GReg pg clou (de ruë, toute sorte de clous qu'un cheval se fiche dans le pied, allant par la ruë, où par la campagne)

klav

1850
Daveenn : GON.II pg klaô ou klav (Ferrement en général, tout ce qui est de fer. Boud de fer. De plus, nœud. - Soc, pièce d'une charrue), pg koulm.

klavioù

1850
Daveenn : GON.II pg klaô ou klav (Ferrement en général, tout ce qui est de fer. Boud de fer. De plus, nœud. - Soc, pièce d'une charrue. Pl.)

Grit ur c'hlav en nask.

1850
Daveenn : GON.II pg klav (Faites un nœud à la corde).

klav

1850
Daveenn : GON.II pg klaô ou klav (Ferrement en général, tout ce qui est de fer. Boud de fer. De plus, nœud. - Soc, pièce d'une charrue), pg klav (Nœud, enlacement fait de quelque chose de pliant, comme fil, corde, ruban, etc.)

klaveier

1850
Daveenn : GON.II pg klaô ou klav (Ferrement en général, tout ce qui est de fer. Boud de fer. De plus, nœud. - Soc, pièce d'une charrue. Pl.)

klavioù

1850
Daveenn : GON.II pg klav (Nœud, enlacement fait de quelque chose de pliant, comme fil, corde, ruban, etc. Pl.)

klev

1850
Daveenn : GON.II pg kléô (Tout l'attirail d'une charrue).

ober ur c'hlev, un hanter klev

1909
Daveenn : BROU P. 214 (dans la marine on dit faire une clf, une demi-clef; n'est pas synonime de koulma qui suppose jonction de deux bouts)

klav

1909
Daveenn : BROU P. 214 (secousse que donne un poisson quand il s'enferre)

klev

1909
Daveenn : BROU P. 214 (sorte de noeud spécial)

Eno ez oa dezhañ adkavout an holl vinvioù, an holl glavioù brezel, an holl arrebeuri a biaoue er bed-mañ hag a oa bet diskennet a-unan gantañ er poull-bez.

1923
Daveenn : SKET p.74

Pa gantree Kassignatos, gant e genvrezelidi, du-hont e bro ar C’hreisteiz ha war zouar-meur ar Sav-heol, pe manet e vijent a-sav e-kreiz al liorzhoù o c’hourizañ kêrioù poblet-ec’hon an darn-se eus ar bed, pe e vijent war ar maezioù ma kresk ar gwez fiez hag al lore, war hentoù poultrennek an Azi pe war wrimenn gouelec’hioù dizour ha dic’hlasvez bro Sour (1), ma voulc’he hini pe hini ac’hanomp, paotr pe blac’h, un danevelladenn pe ma kroge gant ur ganadenn diwar-benn amzerioù kentañ Manos ha Bena, e lavarjec’h, va den mat, ez oa kerkent evel p’he dije c’houezhet un aezhenn distanus, o tont aleman, war hor c’halonoù, hag int ker kras hag hon dilhadoù, hor c’hlavioù brezel, ha sternadoù hor c’hezeg.

1923
Daveenn : SKET p.40-41

Krouadur illur Kênos eo a zeskas Morimanos, Katumanos, Togodumnos, Anavogenos, Selgova, Selvanos, Veriugodumnos, Tigernomagalos hag an daou vab anezhañ, da gleuzañ bigi ha mordeiñ, frammañ tiez, kilviziañ kirri, damesaat loened gouez, plediñ war-dro chatal, diorren gwenan, stummañ ruskennoù, oberiañ binvioù sonerezh, klavioù-emgann, klavioù-hemolc’h, arouezintioù-brezel ha skoedoù, teuziñ ha labourat aour, kouevr hag arem.

1923
Daveenn : SKET p.58

Distrewet e oa bet diwar al leurdioù hag adstrewet gant ar c’hrasañ hag ar c’hwez-vatañ geotoù ; puret ha lufret an armoù, ar c’hlavioù, ar c’hirri, ar binvioù kouevr pe arem, al listri prenn, pri pe vaen.

1923
Daveenn : SKET p.62-63

beñveg-brezel [...] (ivez "klav brezel").

1923
Daveenn : SKET p.158, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "arme ".

"klav" g. [...], liester "klavioù", "klavier"

1923
Daveenn : SKET p.165, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Ferrement en général ; tout ce qui est en fer ; instrument, outil ou arme".

klav brezel

1923
Daveenn : SKET p.165, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Arme de guerre".

Un dro varv ha daou hanter klav

1925
Daveenn : BILZ2 p.112, Notenn 1 : "Un tour mort et deux demies clefs : ça fait un noeud. On dit proverbialement, et c’est d’ailleurs vrai : un tour mort et deux demies clefs, ça n’a jamais manqué".

— Un dro varv ha daou hanter klav war an taked pe war ar bit gant ar grelink, ha bec’h war ar vag ! a gemennas Saig…

1925
Daveenn : BILZ2 p.112

klav pesketa

1931
Daveenn : VALL pg arme (de pêche)

klav hemolc'hiñ

1931
Daveenn : VALL pg arme (de chasse)

klav emzifenn

1931
Daveenn : VALL pg arme (défensive)

klav emgann

1931
Daveenn : VALL pg arme

klav brezel

1931
Daveenn : VALL pg arme

klav

1931
Daveenn : VALL pg armature

penn klav

1931
Daveenn : VALL pg aiguillette

klav skeiñ

1931
Daveenn : VALL pg arme (offensive)

penn klavier

1931
Daveenn : VALL pg aiguillette

klavioù

1931
Daveenn : VALL pg arme

pennoù klav

1931
Daveenn : VALL pg aiguillette

klev brabant

1931
Daveenn : VALL pg brabant

klevioù brabant

1931
Daveenn : VALL pg brabant

penn klavioù

1931
Daveenn : VALL pg aiguillette

Ar machete eo klav ar vro, mat da bep tra : e-giz falz, e-giz pigell, e-giz marr, ha me 'oar !...

1985
Daveenn : DGBD p52

Ne gavomp ket ar c'hlavioù lazhañ er stal ha mont a ra Dermitzakis da zigeriñ koufr ar moto. Ennañ emaint holl, ar wareg hag ar bir, ar voest gant ar strinkell, hag un orsel gant ul liñvenn e-barzh.

2015
Daveenn : EHPEA p389

Notennoù studi

S.o. fichennoù "c'hwenglav" hag "enklaouet" ivez. Lenn a reer e GON.II e talveze gwechall ("autrefois") ar stummoù liester "klaôiou" ha "klavier" kement hag armoù evit tagañ ("armes offensives"). Ne vez ket roet titouroù resisoc'h a-fet mare pe lec'h.

Etimologiezh

Termen kenorin gant al latin "clavus" hag ar galleg "clou" (tach). Sellet ivez ouzh ar saozneg "claw" (skilf, krog).

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial