1. Digor, toull don pe donoc'h kleuzet a-hed en douar.
Kemer a reas ur rañv gant ar soñj d'ober ur c'hlaz a-hed kostezioù an deltenn. Ur chanter bras a oa bet digoret, toullet e veze klazoù hir ma lakaed sanioù dour.
DHS. foz.
2. Gounez.
Trl. (impl.hep gm. ; db. al labour-douar)
DIGERIÑ KLAZ : troc'hañ an ed zo e tro diabarzh ur park evit reiñ lec'h d'ar vederez.
&
Dre ast.
Tennañ a-ziwar un hent ar pezh a strob an tremen.
Klask a rae an archerien digeriñ klaz a-dreuz ar c'hirri-tan hag ar pezhioù arrebeuri a stanke an hent.
&
Dre skeud.
Kregiñ gant ul labour, digeriñ an hent evit ar re all.
Hiziv evit digeriñ klaz e rin ur brezegenn diwar-benn mont en-dro an ti.
Daveenn :
GON.II
pg klaz (L'endroit d'un champ, d'un jardin où l'on cesse de bêcher, ce qui fait comme une fosse, une tranchée. - Anciennement, tombe. HV).
Notennoù studi
Lenn a reer e GON.II ne oa bet kavet ar ger-mañ nemet e geriadur ar Pelleter.