Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. A glemm alies, dalc'hmat. & Krl. Gwreg klemmus, gwreg padus. 2. A son evel ur c'hlemm. Ur vouezh klemmus. Kan klemmus ar c'hefeleg-aod.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Gant ur vouezh klemmus en deus lavaret kement-se.

1850
Daveenn : GON.II pg klemmuz (Il a dit cela d'une voix plaintive).

klemmus

1850
Daveenn : GON.II pg klemmuz ou klemvanuz (Plaignant. Plaintif. Gémissant. Dolent. Lamentable).

Ur c'hi klemmus en deus laosket

1850
Daveenn : GON.II.HV pg krî

Ne glever ket zoken en oabl, a-zioc’h ar penn, kan klemmus ar c’hefeleg-aod, na kaket skiltrus ar morbig marellet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.94

E Landreger, toull an nor-dal, / En iliz-veur Sant-Tudual, / Pa son klemmus an hanternoz, / E oa daoulinet un den kozh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.25

En un taol, e-pad ma peden Doue evito-holl, ar vouezh klemmus ha truezus am boa klevet c’hoazh a gave din a yoa trouz aezhenn an avel o vont dre ar gwez-derv, a deuas adarre evel d’am divorediñ.

1878
Daveenn : EKG.II p.45

Rak-se 'ta, paotr e ziweuz klemmus ne fazie morse da zont, pa gave an tu, d'hor gweladenniñ d'hon amdor.

1929
Daveenn : SVBV p7

En e galon druilh ha rec'het, / War-zu ennoc'h, Mestr ha Krouer, / ' Sav mouezh klemmus ar c'haezh touer / Da gaout pardon leun d'e bec'hed.

1960
Daveenn : PETO p83

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial