Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den en deus savet un oberenn lennegel, arzel pe skiantel. Youenn Drezen eo aozer ar romant brudet "Itron Varia Garmez". HS. oberour, saver. 2. Ent strizh, dre verr. Skrivagner. Daou romant skrivet gant an hevelep aozer. 3. (db. ar vezegiezh pobl) Den barrek da zresañ izili gweet dre ober gant doareoù na vezont ket degemeret gant ar vezeien prl. Un aozer zo er vro-mañ. 4. (dirak ur spizer a denn d'udb. a gempenner) Ger a dalvez da sevel anvioù a denn d'ur vicher, d'un obererezh bnk. & Aozer-hentoù : den zo e vicher kempenn an hentoù. & (en e furm benel) Aozerez-daouarn : maouez zo he micher kempenn daouarn an dud. & Dre ast. Aozer gevier : den barrek da douellañ an dud war-bouez lavaret gevier.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

aozer

1927
Daveenn : GERI.Ern pg aoz

aozer

1931
Daveenn : VALL pg auteur

aozer dizunvaniezh

1931
Daveenn : VALL pg brandon (de discorde)

Er c'hontrol diouzh ar pezh 'zo bet tu da lenn war gelaouennoù zo, ne vezo ket pedet -diwar diviz aozerien Gouel ar brezhoneg : SAE, Kroazhent- an aozadurioù pe an aferioù bras, ur pal kenwerzhel ganto.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.5

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial