Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Benveg seniñ kouevr dre c'hwezh hep alc'hwez na riboul hag a implijer kalz en armeoù. Kleron brezel. HS. trompilh.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Da c’hwec’h eur, ar c’hleron gedour a drompilhas an dihun, e pevar c’horn ar porzh meur. War-sav !

1944
Daveenn : EURW.1 p.193

Noz ha deiz e sone ur wech an amzer hag a-bep-eil hor c’horn-boud hag ar c’hleron, kement ha reiñ da c’houzout d’an holl e oa eno listri-brezel deut da vezañ ken arvarus ha kerreg.

1954
Daveenn : VAZA p.107

Ha kleronioù al listri-brezel, berrañ re, hogen skiltrañ re er bed-holl ! kellies tro ma stage unan diouto gant ur sonadenn bennak, da skouer « War evezh, pe Ar strollad a-bezh war a pont ! pe Ar stribourzhidi da ziskenn bag an admiral a-ziwar ar skourr ! n’eus forzh, pep gwech e veze distaget an notennoù diwezhañ evel a daolioù morzhol kent echuiñ war unan uhel-uhel ha ken hirbadus ma krede dimp e vougje diwarni ar soner.

1954
Daveenn : VAZA p.139

Ofis publik ar brezhoneg