Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1985] Luc'hskeudenn. [1985] Ne chom ganin nemet un nebeud luc'hskeudennoù, ha c'hoazh ez eus bet meur a hini eus ar c'hlichedoù hag a oa aet da fall en abeg d'al leizhien. 2. Dismeg. Meno boutin, lavaret ken alies ma teu da vezañ anavezet gant an holl. Breizh zo ur vro gaer, gant ar mor hag ar banal : borodet eo hor penn gant ar c'hlichedoù-se.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Eus al lec'h ne chom ganin nemet un nebeud luc'hskeudennoù, ha c'hoazh ez eus bet meur a hini eus ar c'hlichedoù hag a oa aet da fall en abeg d'al leizhien a oa bet dre eno.

1985
Daveenn : DGBD p191

Lavaret en doa Bernez n'oa ken 'met klichedoù tout, ha Vanessa ha lavaret dezhañ reiñ peoc'h rak gwelloc'h e oa atav eget ar maen-hir hag ar c'horriganed.

2013
Daveenn : YUDAL p61

Ezhomm o deus tudennoù a ray berzh : "pratikoù vat" e-giz ma vez lâret gante, da lâret eo tud vrudet, peotramant tud blijus [plijus], pe "skouerius" -ar pezh ne dalvez ket kalz a dra nemet ez int tud a glot mat gant klichedoù ar gazetennerien...-.

2015
Daveenn : DISENT p122

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial