Ar jardin garrezek a oa moredet, e-harz treid ar c'hloareg yaouank, hag hi sioul meurbet, etre peder renkennad reizh pileroù mein ar c'hloastr.
Ar manati, tamolodet e traoñ ar pikernoù moal, a chome anezhañ dismantroù e iliz hag e gloastr, bet freuzhet [sic, freuzet] e-doug ar brezelioù evit Don Carlos.
E sujidi nemeto a oa ar mul Alejandro ha daou gi-bleiz o mouezhioù braouac'hus. N'o doa da amezeien nemet ar brini, tev e-giz yer, ha guped an oabl, hag ivez poblad safronus gwenan an dousenn koloennoù bennak, a lakae buhez er c'hloastr, e lec'h ar venec'h aet davet Doue.
Harpañ a rejont dindan unan eus gwaregoù toull-didoull ar c'hloastr, nepell diouzh koloennoù ar gwenan.
Morvitellet e oa an iliz freuzhet [sic, freuzet], ar c'hloastr, ar serz[h]ennoù o sklent lintrus, dindan bannoù a-blomm un heol gor.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
Kloastr