I.
1. [1659, 1732] Ask.
Ur c'hoch ez an d'ober er goadenn. Koch saezh : ask ma lakaer kordenn ar wareg.
[1732] Ober kochoù.
2. Trl. skeud.
Lakaat (udb.) war ar c'hoch : e brenañ war dermen.
Bet oc'h evañ hag o lakaat war ar c'hoch bep a vanne hini kreñv.
[1944] Bremañ, eta, gant an heritaj a gavimp eno, ni a c’hello diverkañ kement tra hon eus lakaet war ar c’hoch en ostalerioù Landremel…
&
Ouzhpennañ war ar roll prenadennoù war dermen graet gant ub.
Kemer a ran ar bara-mañ ; c'hwi a lakay anezhañ war ar c'hoch. Rak n'eo ket da seurt paotred e vije bet lakaet o frenadenn war ar c'hoch.
&
Dre ast.
Lakaat (ub.) war ar c'hoch : e lezel da baeañ war dermen.
Bez dinec'h, ne vez lakaet war ar c'hoch nemet an dud onest.
&
Prenañ war goch : prenañ war dermen.
&
Bezañ war goch, kaout dle war ar c'hoch : kaout dle.
N'en doa er gêr teñzor kuzhet ebet ; dle war ar c'hoch, ne lavaran ket.
3. Trl. skeud.
Bezañ en e goch : bezañ en e aez.
N'edo ket Marijan en he c'hoch.
&
Riklañ, kouezhañ en e goch : distreiñ d'e dech.
&
Kas d'e goch, distreiñ d'e goch : kas, distreiñ d'ar stad ma oa ar c'horf pe ar spered kent.
&
(db. ur pezh eus ur wikefre)
Mont en e goch : mont klenk en e lec'h, klotañ.
&
Lakaat en e goch : lakaat en e lec'h, reizhañ (ur pezh eus ur wikefre).
II.
GWECHALL
1. [1732] Karr bras stlejet gant kezeg a dalveze da gas beajourien.
DHS. rederig.
2. Koch-dour : bag evit kas marc'hadourezhioù ha beajourien war ar stêrioù.
DHS. skaf.
Daveenn :
GReg
pg coche (voiture posée sur quatre rouës)
koch
coich
1732
Daveenn :
GReg
pg coche (voiture posée sur quatre roues)
koch
coch
1732
Daveenn :
GReg
pg coche (entaille)
kochoù
cochou
1732
Daveenn :
GReg
pg coche (entaille)
ober ur c'hoch
1732
Daveenn :
GReg
pg cocher (faire des coches)
ober kochoù
ober cochou
1732
Daveenn :
GReg
pg cocher
Bremañ, eta, gant an heritaj a gavimp eno, ni a c’hello diverkañ kement tra hon eus lakaet war ar c’hoch en ostalerioù Landremel…
1944
Daveenn :
ATST
p.77
— « N’eus nemet pemp, pemp ! » — « Ha goude ? Ha pa ne vefe nemet ul lur pe ur c’hartouron ? O ! o ! emichañs, me eo ar vestrez en ti ; n’on ket ? » — « Gouzout a ran. Mat ! kemer a ran ar bara-mañ ; c’hwi a lakaio anezhañ war ar c’hoch. »
1944
Daveenn :
ATST
p.88
Nec’het a-walc’h e oa, rak goullo, goullo e oa e c’hodelloù, ha n’en doa, er gêr, teñzor kuzhet ebet ; dle war ar c’hoch, ne lavaran ket.
1944
Daveenn :
ATST
p.102
Me a lavaro lakaat ar c’hafe hag ar sukr war goch ar butun, hag en devezhioù-mañ, me a baeo va dle, gwenneg evit gwenneg.