Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Tr. adv. WAR E API. 1. (db. an dud) War evezh. Divizout a reas menel e-pad an noz war e api. Bezit war hoc'h api. 2. (db. al loened) Oc'h eveshaat (ur preizh bnk.) a-raok fardañ warnañ prl. Ar brini a oa war o api er gwez nesañ. Ur pezh bleizez a oa war he api. Ur mell kaouenn war he api er skourroù. II. Trl. Ober brezel d'udb. war api : ober brezel d'ub. en ur dennañ warnañ a-greiz-holl goude bezañ bet ouzh e eveshaat a-guzh-kaer.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

war o api

1924
Daveenn : SKET.II p.116 « Geriadurig », "Aux aguets".

api

1924
Daveenn : SKET.II p.116 « Geriadurig », "aguet".

en api

1931
Daveenn : VALL pg (à l')affut

war api

1931
Daveenn : VALL pg attentif

war e api

1931
Daveenn : VALL pg (à l')affut, (être aux) aguets

Diouzh ar beure, a-raok digoradur ar burevioù, da greisteiz pa veze kalz labour ha ne nebeut a amzer, diouzh an noz pa vez ar gêr dindan dremm latarek al loar, forzh pe c'houloù a ve, da forzh pet eur, en digenvezded hag en engroez, e veze an noter eno war e api.

2012
Daveenn : DJHMH p24

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial