1. Gwechad koll udb.
&
Dre ast.
Gwechad koll arc'hant e traoù didalvez.
Pa gemeras hent ar mor, e kredas n'en doa ket graet ur golladenn o lakaat dek mil lur da ober labour ker brav.
2. Tra kollet.
3. Bugel moumounet.
Ar golladenn vihan-mañ !
[1924] Hemañ ne veze ket eno evit en em difenn, hag ar mammoù, c’hwi ’oar, douget atav da reiñ o absolvenn d’o c’holladennoù.
&
Dre ast.
[1954] Muiañ-karet.
[1954] Gant daou veudad ouzhpenn war e vent, kolladenn ar merc’hed e vije bet, met a-drugarez Doue ne veze ket gwall dechet da c’hoari loupenn : bezañ gwisket kerkoulz hag un ofisier, evañ sof-kont hag ober chervad evit netra, se ’vat ne lavaran ket.
4. Koll-bugale.
Graet he deus ur golladenn.
DHS. diforc'h, rikladenn.
HS. disparti, kollad.
Hemañ ne veze ket eno evit en em difenn, hag ar mammoù, c’hwi ’oar, douget atav da reiñ o absolvenn d’o c’holladennoù.
Heman ne vije ket eno evit en em difenn, hag ar mammou, c’houi ’oar, douget atao da rei o absolvenn d’o c’holladennou.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 42, p.978 (Even 1924)
kolladenn
1931
Daveenn :
VALL
pg avortement
Gant daou veudad ouzhpenn war e vent, kolladenn ar merc’hed e vije bet, met a-drugarez Doue ne veze ket gwall dechet da c’hoari loupenn : bezañ gwisket kerkoulz hag un ofisier, evañ sof-kont hag ober chervad evit netra, se ’vat ne lavaran ket.
Gant daou veudad ouzhpenn war e vent, kolladenn ar merc’hed e vije bet, met a-drugarez Doue ne veze ket gwel [sic] dechet da c’hoari loupenn : bezañ gwisket kerkoulz hag un ofisier, evañ sof-kont hag ober chervat evit netra, se ’vat ne lavaran ket.