Ya, Jaouen ; setu amañ petra am beus soñjet : Te a yelo da Vrest, eno ez i da di ar c’homiser hag e tenni da baperoù evit mont da Vro-Saoz da gerc’hat glaou-douar, pe draoù all ; goulenn digant ar pennoù kentañ petra ve ar gwellañ dit da zigas ganez evit diroudañ anezho ; gra ganto da zen nec’het ; lavar ec’h eus mil boan oc’h esa bevañ da wreg ha da vugale, hag e c’houlennez kuzul diganto evit gellout ober evit ar gwellañ.
D’ho yec’hed, Tad kozh ! emezo en ul lonkañ e win, rak alies-tre e c’hourc’hemenne d’ar c’homiser diskenn ur chopinad ouzhpenn da gement den war vourzh, hag eveljust [evel-just] diwar e goust.
Lenn a ris goude er gelaouenn e voe bet kaset an dud yaouank-se, evito da vezañ didamall-rik, da di ar c’homiser, ha dalc’het e voent eno ne oar den pegeit, rak dre gaer pe dre heg e felle d’ar Rusianed klevout diganto, ha peseurt droug e oant e-sell d’ober d’an Impalaer, hag anv o c’henwallerien, ha gant piv e oant bet aliet pe gopraet, ha pegement arc’hant o devoa bet, hag ac’hann, hag aleshont, ken ma voent war var d’anzav n’eus forzh petra, gant ma vije paouezet ganto, da vihanañ ul lajadig…
Plegañ o fenn o deus graet an dud ha deuet int da vezañ tonkelour, Aotrou komiser.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
komiserdi