Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Dont a-benn da verzout talvoudegezh (udb.) ; meizañ. Kompren a rit ar pezh a fell din lavaret ? Ne gomprenez netra. & Ent krenn Ne c'hallez ket kompren. & (dirak un islav. degaset gant ar rn. v. e, ne) Meizañ. Kompren a ran ne vefent ket laouen. Roet em eus dezhañ da gompren e oan aet skuizh : graet em eus dezhañ en em rentañ kont e oan aet skuizh. 2. Ent strizh (db. ar yezhoù) Merzout talvoudegezh ar pezh a glever, a lenner en un doare peuzvat pe peurvat. Ne gomprenit ket a vrezhoneg. HS. intent. B. Dre ast. 1. Sipañ e spered da vat da veizañ udb. Un dra da gompren eo : bez' eo un un dra a laka unan d'en em soñjal. 2. Sellet aketus ouzh ub. pe udb. en ur brederiañ. E oan atav o kompren ma loened. E-pad ma komprenan an iliz e teu ar person davedon. 3. (dirak un av., er stumm nac'h) Soñjal (ober udb.). Ne'm eus ket komprenet lakaat ar c'hig er soubenn. C. Dispred. Bezañ ennañ. Petra a gompren an daou c'hourc'hemenn-se ? II. V.k.d. A. KOMPREN E. 1. (er st. nac'h pe gant ur v. er st. nac'h) Kompren en ub. : meizañ doareoù ober, emzalc'h ub. Ne gomprenan ket ennout. N'on ket evit kompren enno. 2. Sellet ouzh (udb.) gant aket. Seizet holl e oa dirak ar beleg ha ne grede ket sevel e zaoulagad da gompren ennañ. Eno e chomas da gompren er mein a oa oc'h ober bord ar puñs. 3. Teuler evezh ouzh ub., ouzh udb. Piv en dije komprenet er c'hi-se ? & (db. ar pozioù) Selaou, lenn udb. gant aket a-benn e veizañ evel ma tere. Setu aze komzoù mat ! Da galz a gerent e rafe vad kompren enno. Chom da gompren er glemmadenn a zeuas gant Jezuz, p'edo stag ouzh ar groaz : Sitio ! B. KOMPREN OUZH UDB. ; teuler pled, sellet outañ gant an aket a zere. Komprenit ouzh an dra-mañ : mar gouife an ozhac'h pe ur e tle dont al laer, e chomfe dihun. C. KOMPREN WAR : sellet pizh, gant aket. Komprenomp war an hader-se hag e teskimp en deus un ene. D. KOMPREN DA UB. : en em unaniñ gantañ evit a sell e santadoù. Na jourdoul zo ganto da vont kuit ! Me ha zo bet martolod, kompren a ran dezho. III. V.g. En em soñjal. Chomet e oa da gompren. HS. prederiañ. IV. V. rag. EN EM GOMPREN. 1. V. em. Prederiañ. Komañs a ra ar c'hrouadur en em gompren war an traoù. HS. (en em) soñjal. 2. V. kenem. En em glevet.

Skouerioù istorel : 
24
Kuzhat roll ar skouerioù

M. Pehini eo ar c'hentañ hag ar prinsipalañ eus an holl Orezonoù ? D. Ar Pater noster. M. Pe evit tra ? D. Abalamour ma'z eo hor salver memes en deveus-hi graet ha ma'z eo komprenet enni parfetamant kement a zleomp da c'houlenn ouzh Doue.

1622
Daveenn : Do. p18

kompreniñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg comprendre

M. Pelec'h eo komprenet an euvroù mat a zo ret deomp da ober ? / D. E gourc'hemennoù Doue, hag e re an Iliz.

1677
Daveenn : Do. p27

kompreniñ

1732
Daveenn : GReg pg comprendre

komprenet

1732
Daveenn : GReg pg comprendre, contenir (renfermer en soi), entendre (concevoir, comprendre)

kompreniñ

1732
Daveenn : GReg pg comprendre

a gompren

1732
Daveenn : GReg pg contenant (ante)

Ur gammed muzulaj a gompren pemp troadad.

1732
Daveenn : GReg pg geometrique (Un pas geometrique est composé de cinq piez.)

lakaat da goñsev, da gompren

1732
Daveenn : GReg pg (faire) entendre (expliquer)

a c'haller da gompren

1732
Daveenn : GReg pg comprehensible

kompren

1732
Daveenn : GReg pg comprendre (concevoir), contenir (renfermer en soi), entendre (concevoir, comprendre)

Gwelet a reer war ar maez, e kêr, kalz krennbaotred, tud yaouank, o kuitaat skolioù ar c'hêrioù, kerkoulz hag [sic] skolioù ar vourc'hadennoù [sic], pere goude bezañ chomet pevar, pemp pe c'hwec'h vloaz er skol, ne gomprenont peuz netra eus ar pezh a lennont e galleg.

1865
Daveenn : MBF.to p. V.

Peoc’h, eme ar c’habiten, emaint erru. Ne glevit-hu ket anezho o kanañ d’o Doue kozh meuleudioù diskiant ha ne gomprenont ket o-unan ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.164

A-benn bloavezhioù hir ha niverus a labour aketus e komprenor marteze ar c'haniennoù hag an islonkoù, pe gentoc'h e c'hellor lavarout: ar goulakadur-mañ a zle bezañ gwir.

1943
Daveenn : TNKN p92

War-lerc'h an taol-mañ e teuis d'en em gompren ha da blegañ d'ar Red.

1944
Daveenn : EURW.1 p39

— « Ha petra ’rin e-barzh ar vag ? » — « C’hwi a gemero ar roeñv, ha, gant ar roeñv, c’hwi a viro ouzh ar vag da skeiñ he fri ouzh ar ribl. Kompren a rit ? » — « Kompren a ran, mes… mont e-barzh ar vag ?… heu !… »

1944
Daveenn : ATST p.107

Kement-mañ a voe bet lavaret goustad, goustad, gant aon he dije ar voereb klevet ha komprenet an disterañ.

1944
Daveenn : ATST p.33

Rak-se, e c'heller kompren pegement a joa a veze p'en em gave mare an ehan-skol...

1944
Daveenn : EURW.1 p40

Diwezhatoc'h, pa 'm eus studiet, e komprenis implij an toull-se ; ur c'haran vengleuz e c'hallje bezañ bet, da gentañ ; en amzer ar roue Loeiz Pevarzek, an toull a oa bet talvezet da repu, da guzhiadenn, d'ar Bonedoù Ruz, kenseurted Bastian ar Balp, enklasket gant an Dragoned evit o c'has d'ar groug.

1944
Daveenn : EURW.1 p18

Hag o vezañ ma n'eus netra evit muzuliañ ar c'heñver e ranker prederiañ zoken evit dont a-benn da gompren pegen uhel eo ar gwez.

1985
Daveenn : DGBD p36

Adalek ar penn-kentañ eo, ha diwar un abeg a chom da gompren, e oa bet divizet cheñch pennahel an iliz.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 23

Ur wech lâret tout an traoù-se e komprener gwelloc'h penaos e vez kreñvoc'h ur stourm pa vez soupl ar stourmerien...

2015
Daveenn : DISENT p109

Gallout a reer ober goap ouzh an enebourien oc'h ober van da sevel a-du gante met en un doare lu, en ur vont kalz re bell ganti, evit sikour an dud da gompren e vez diskuliet tra pe dra e gwirionez.

2015
Daveenn : DISENT p55

Komprenet hon eus e oamp ur bec'h d'ar Stad, d'ar vezeion, d'an apotikerezhioù ha d'ar gevredigezh a-bezh.

2015
Daveenn : EHPEA p12

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial