Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. Lakaat ub. kablus, pe diskouez ez eo kablus eus udb. Ne voent ket pell d'e gondaoniñ. Ne vin ket kondaonet war lavar un den memes tra ! 2. Divizout war ar c'hastiz a zegouezh gant torfed ub. Kondaonet eo bet d'ar marv, d'an toull-bac'h. HS. barn.

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

kondaoniñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg condamner

kondaonet eo gant ar vidisined

1732
Daveenn : GReg pg abandonner

kondaonet

1732
Daveenn : GReg pg condamner

kondaoniñ d'ar marv

1732
Daveenn : GReg pg condamner (à la mort)

kondaoniñ d'ar galeoù

1732
Daveenn : GReg pg condamner (aux galères)

Ur c'hriminal a anzav e dorfed en em gondaon e-unan.

1732
Daveenn : GReg pg condamner (Un criminel qui avoüe le crime se condamne lui-même)

kondaonet evit bezañ bet desfailh

1732
Daveenn : GReg pg (condamné par) contumace

kondaonet dre zefot

1732
Daveenn : GReg pg (condamné par) contumace

bezañ kondaonet d'ar mizoù

1732
Daveenn : GReg pg (être) condamné (à tous les frais)

kondaoniñ ul levr

1732
Daveenn : GReg pg censurer (condamner un Livre, &c.)

kondaonet ul lev

1732
Daveenn : GReg pg censurer (condamner un Livre, &c.)

a vilit bezañ kondaonet

1732
Daveenn : GReg pg condamnable

kondaoniñ

1732
Daveenn : GReg pg condamner

Kondaoniñ a ra Anna Roussel, intañvez Le Guen, kuzherez eus al lavaret Branelleg, d’an deportasion ; Ha disklêriañ a ra o madoù akuizitet d’ar Republik. [sic]

1878
Daveenn : EKG.II p.236

E vezo argaset diouzh ar Gorsedd [...] An hini n'eo ket gwenn e "gasier judiciaire" nemet kondaonet e vefe bet evit un dra ha na labez ket an enor.

1909
Daveenn : REZI p. 15

Kondaonet e voen evit se da n'ouzoun pet eurvezh pinijenn, ha ma c'haier kentañ a voe dalc'het, pe marteze devet.

1944
Daveenn : EURW.1 p42

Bountet e vezent en toull-bac'h, da gentañ[,] ha kondaonet d'ar « bara sec'h » ha d'an daoulinañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p40

kondaonet ivez pep hini da 400 lur kastiz o vezañ ma'z int merourien ar G.F.A.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.6

Aet e o Papon da brefed polis goude bezañ bet servijour feal faskouriezh Vichy, ha lezet da vont kerkent ha kondaonet abalamour d'e dorfed a-enep an denelezh.

2015
Daveenn : DISENT p147

D'ar poent-se e ranker menegiñ e vo tu da rannañ priz an telloù-kastiz etre an holl dud, ar pezh na vo ket tu d'ober ma vez kondaonet hini pe hini da vont d'an toull-bac'h...

2015
Daveenn : DISENT p90

Notennoù studi

Tennet eo ar skouer a grog gant "Kondaoniñ a ra Anna Roussel, intañvez Le Guen" eus un destenn a vez roet e EKG.II evel skrivet fall : "He rei a ran d’eoc’h ger evit ger, gant he brezounek fall, evit diskouez em beuz c’hoant da gounta ar virionez" (p.235).

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial