Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. A denn d'ar c'horf, a sell ouzh ar c'horf (enebet ouzh ar bred). Arc'hwelioù korfel bras. Ezhommoù korfel. 2. Relij. A sell ouzh ar c'horf (enebet ouzh an ene). O mad korfel hag o mad speredel. ES. speredel.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

-korf, korfel

1923
Daveenn : SKET p.165, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Physique, corporel".

Un hoalerezh korfel hepken ; karout a raen ar paotr-se evel em bije karet un dra graet brav, un daolenn livet kaer, un arvest denel turgnet disi, un dremm goant a skede sklerijenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.193

Penn un den a oa o vont da vervel en doa. Morlivet e oa deuet da vezañ, kollet gantañ e livioù livrin ; kastizet e oa ; anat e oa en doa kollet ur bern blev hag e oa koshaet. Ha c'hoazh ar merkoù-se - azon un disleberadur korfel - a dennas nebeutoc'h evezh an noter eget sell Lanyon hag e emzalc'h, a hañvale diskouez e oa enkrezet don e spered, ha spouronet.

2012
Daveenn : DJHMH p52

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial