Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (gant un ag.) Dezhañ ur c'horf heverk. Kreñv ha korfet-mat eo. Ur plac'h korfet-brav. Korfet ken skañv. 2. (e-unan ; db. an dilhad) A dap ar c'horf penn-da-benn. Un davañjer korfet.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Neuze e veze dibabet da varc'hegerien ar baotred yaouank ar gwellañ korfet ; nemet hag unan e vije paeet da vont da soudard e plas an danvez-soudard, hemañ en doa seizh vloaz servij da ober.

1944
Daveenn : EURW.1 p10

Cavalier en doa anvet din ma c'henseurted taol : e penn da grec'h, hag eñ evel rener, e oa an aotrou Jañ Gwilhoù, komis-noter, ul Leoniad korfet-kaer, ur barv hir ha puilh en-dro d'e elgezh ha d'e c'houzoug ; an aotrou Jañ-Loeiz Herve, komis-perseptor ; an aotrou Maillard, komis-burev ; an aotrounez Abalea hag Aofred, eilvistri-skol.

1944
Daveenn : EURW.1 p82

An Dr Jekyll a heulie ivez ar reolenn-se ; un den e e bemont vloaz e oa, bras, korfet-mat, dezhañ un dremm diroufenn, un disterig gwidreüs marteze, hogen a ziskoueze barregezh ha madelezh

2012
Daveenn : DJHMH p32

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial