koronaled
koronal
O welet an dro a gemere an traoù, an hini a yoa e penn an holl soudarded, ar [c'horonal], pe n’ouzon ket petra e oa, a skrivas, war un tamm paper hag her stagas ouc’h moger ti-kêr ha war dor an iliz, ar c’homzoù-mañ en doa lakaet da daboulinat a-raok dre gement kogn a yoa er bourk : « Plougerneiz, gwazed ha merc’hed, reiñ a reer deoc’h da anaout eo lakaet da berson deoc’h, a berzh ar Republik, ar Gall, beleg sentus ouc’h lezennoù e vro.
Keloù a gasis d’an aotrou Frañsez Vallée, ma mestr mat, hag hemañ a respontas din e oa bev c’hoazh en Enez-Vaz, intañvez ar barzh Gab Milin, en doa gweladennet anezhi ur wech a-gevret gant ar c’horonal Bourgeois, a Vrest, hag e kave dezhañ e tizolojen c’hoazh dornskridoù eno, ma’z ajen d’he saludiñ.
Ar gurun o strakal a-us d’hor penn n’he dije ket hor skoet muioc’h. Pa welas ar c’horonal kozh en doa spontet ac’hanomp, evel ma oa o klask ober hervez e gustum, e kendalc’has : - « Ya, c’hwi ‘zo sacherien-ho-revr. C’hwi a lak’ skrivañ din-me gant kannaded, c’hwi ‘fell deoc’h mont da ober fest e-lec’h heuliañ reolenn ar soudarded vat. A, list-hoc’h [sic], m’ho tisallo, kanfarded, m’ho kavo… »
Stalafioù-ruilh ar bankoù hag ar stalioù a zo diskennet, an hent a zo didud hag an arvest a lak ac'hanon da soñjal en 21 a viz Ebrel (Taol Stad ar goronaled, e 1967), hep an tankoù.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
korosol