Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. KOZH 1. Hollad ar re zo o chom en hevelep ti, kozh ha yaouank. DHS. tiegezh. 2. Dre ast. Mevelien ha mitizhien un ti. II. NEVEZ Hollad implijidi un embregerezh. Dileuridi ar c'hoskor.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

koskor

1499
Daveenn : LVBCA p123 (famille, mesgnie)

koskor

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kôzgor (Une famille entière, tant vieux que jeunes. - Clan, tribu, nation).

En an' Treinded skedus an Nec'h, / Tad galloudek, Mab ha Spered, / A ren Douar, Mor ha Stered, / Ha da goskor an Ifern trec'h, / Digemerit an absolvenn / ' Ro deoc'h beleg kaezh dizeriet / Ar wir Iliz ken merzheriet / 'Vit ho kas d'an Neñvoù hollwenn.

1960
Daveenn : PETO p84

en degouezh ma "steuzfe an Dr Jekyll pe ma vefe ezvezant hep displegadenn e-pad ur prantad hiroc'h eget tri miz leun", e c'hallfe an kez Edward Hyde piaouañ madoù an kez Henry Jekyll hep goursez, hep redi na karg ebet, estreget talañ un nebeud sammadoù bihan da izili koskor an doktor.

2012
Daveenn : DJHMH p19

Alies e veze ret din plaenaat an traoù. Ma komzit gant mezeion all ha gant ar c'hoskor e lavarint deoc'h an hevelep tra.

2015
Daveenn : EHPEA p43

Hini ac'hanomp ne lavar tra rak gouzout a reomp-holl penaos, gant leiadur ar c'hoskor, ez eus toulloù bras.

2015
Daveenn : EHPEA p363

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II n'en doa kavet ar Gonideg ar ger "kôzgor" nemet e geriadur ar Pelleter.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial